See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Brandenburger Tor - Wikipedia

Brandenburger Tor

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Brandenburger Tor diouzh a noz
Brandenburger Tor diouzh a noz

Dor Brandenburg (Brandenburger Tor en alamaneg) a zo ur savadur e digor kornôg Berlin gozh. Un arouez eus Berlin eo. Savet eo bet gant Carl Gotthard Langhans (1732-1808) evit ar roue prusian Friedrich-Wilhelm II Prusia (1744-1797). Savet eo bet etre 1788 ha 1791, hag ur savadur a c'hiz nevezklasel eo.

[kemmañ] Kinnig hag istor

E penn bali Unter den Linden emañ Dor Brandenburg, e-lec’h ma’z eus bet un nor all, bet savet e 1734. Ment an nor :

  • 26 metrad uhelder
  • 65,5 metrad ledander
  • 11 metrad donder

Enni ez eus ivez pemp tremen ha daou diig. E 1793 e voe ouzhpennet en he fenn uhelañ ar pevar-a-gezeg (ur skeudenn eus doueez Viktoria gant he c’harr sachet gant pevat marc’h eo) savet gant Johann Gottfried Schadow (1764-1850). Un delwenn kouevr eo. E 1806 e voe kemeret gant Napoleon, hag a felle dezhañ he c’has betek Pariz. Pa voe kollet ar galloud gantañ e voe kaset da Verlin en-dro. Dreset e voe, hag ouzhpennet e voe un arouez a c’halloud (erer Prusia) en penn an delwenn.

E-keit ma oa eus ar c’haiser, e oa an den nemetañ a c’halle treuziñ anezhi e he c’hreiz. E-kerzh emgann Berlin ez eas soudarded alaman da guzhat a-dreñv ar pevar-a-gezeg. Eus al lec’h-se e tennent, neuze e voe gwallaet ar pevar-a-gezeg, war-bouez daou varc’h. Goude an eil brezel-bed e voe lakaet neuze un nor all, e plastr, en he flas. D’an 21 a viz Gwengolo 1956 e tivizas maer Berlin ma vefe nevesaet an nor (an hini nemeti eus holl dorioù kozh ar gêr hag a oa chomet en e sav). D’ar 14 a viz Kerzu 1957 e voe echu gant al labourioù. Pa voe savet Moger Berlin (d'an 13 a viz Eost 1961) ec’h en em gavas an nor en no man’s land, ha ne c’helle den ebet treuziñ anezhi. N’eus nemet an dud tost ouzh harz ar reter a c’halle gwelout anezhi. Da vare rann Berlin e voe tennet an erer a oa e penn an nor, ha lakaet en-dro ur wech adunvanet Alamagn.

Holl zarvoudoù pouezus istor Berlin a zo stag ouzh an nor, rak un arouez eus ar gêr hag eus ar stad eo. D’an 22 a viz Kerzu 1989 eo bet digoret Moger Berlin da live an nor goude ma vefe en em vodet eno ouzhpenn 100 000 den. E-pad 22 vloaz ez eus bet labourioù a-benn nevesaat anezhi, ha diskouezet eo bet d’an dud e-kerzh ul-digor bet aozet d’an 3 a viz Here 2002. Dor Brandenburg a weler war pezhioù 10, 20 hag 50 kantim euro alaman, evel un arouez eus adunvanidigezh Alamagn.

[kemmañ] Skeudennoù

[kemmañ] Liammoù diavaez

Commons
Dafar ouzhpenn a-fed an tem-mañ a vez kavet e-barzh Wiki.Commons


aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -