Bambareg
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Bambareg (Bambanankan) |
|
---|---|
Perzhioù | |
Komzet e : | Mali, Burkina Faso, Aod an Olifant |
Rannved : | |
Komzet gant : | 2 700 000 mammyezher ~6 000 000 en holl |
Renkadur : | |
Familh-yezh : | Yezhoù nijerek-kongoek Yezhoù mandeek |
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | - |
Akademiezh : | hini ebet |
Rizhouriezh | |
Urzh ar gerioù | {{{urzh}}} |
Frammadur silabek | {{{frammadur}}} |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | - |
ISO 639-2 | bam |
ISO 639-3 | {{{iso3}}} |
Kod SIL | BAM |
Deuit da welet ivez Yezh. |
Ur yezh mandeek eus skourr ar yezhoù mandingek eo ar bambareg (bamanankan) komzet e Mali, Burkina Faso hag Aod an Olifant gant tro-dro da 2.700.000 a dud evel yezh kentañ ha gant betek 6 milion en holl o kontañ ar re a ra gantañ evel eil yezh.
Unan eus yezhoù ofisiel Mali an hini eo, m'emañ ar yezh muiañ-komzet dre ma vez komzet gant ar Vambared o-unan met talvezout a ra ivez da yezh voutin (lingua franca) ivez ar meuriadoù all.
Tost-kenañ eo ar bambareg d'an diouleg, ken tost da skwer evit m'emañ ar saozneg komzet e Breizh-Veur ouzh an hini komzet er Stadoù-Unanet.
Meur a rannyezh ez eus, en o zouez ar re bennañ-mañ:
- Somonoeg (somono)
- Segoueg (segou)
- Saneg (san)
- Beledougoueg (beledugu)
- Ganadougoueg (ganadugu)
- Wasouloueg (wasulu)
- Sikasoeg (sikasso)
Daoust ha ma oa bet ijinet e 1949 un doare-skrivañ ispisial anvet ar skritur nkoek (n'ko) evit ober gant ar yezhoù mandeek dre skrid hag e vez implijet c'hoazh gant ar bamabareg, hiziv e vez skrivet kentoc'h gant al lizherenneg latin peurliesañ.