Arrebeuri
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Sell ouzh Roll an arrebeuri
An arrebeuri (furm a-stroll ; unander ur pezh arrebeuri pe un tamm arrebeuri) a zo an traezoù heloc'h a vez lakaet e lec'hioù m'emañ o vevañ pe o labourat an dud. Implijet e vezont evit dougen korfoù an dud (sezioù, gweleoù), lakaat aezetoc'h oc'h obererezhioù (evel fardañ ha debriñ boued, skrivañ, kas ardivinkoù da vont en-dro, en em vodañ, en em walc'hiñ, en em ziskuizañ...), evit skorañ an ardivinkoù hag evit renkañ traezoù an tiegezh pe ar stal (armelioù ha burevioù gant dorioù, tiretennnoù hag estajerennoù). Enno pe warno e c'hell bezañ renket dilhad, ostilhoù, ardivinkoù, levrioù, pladennoù, doserioù ha pep tra a zo ezhomm dioutañ.
Gant meur a danvez e vez graet an arrebeuri : koad, prenn, metal, plastik...
Dre an design arzel e c'hell bezañ produet an arrebeuri ken eo darn ar fardañ arrebeuri ur skourr da arz ar c'hinklañ. Implijet e vez an arrebeuri evit kempenn ar spasoù diavez en ur lakaat da c'hoari ar goulou, al livioù, an adskedoù, merzhout ar spasoù ha kened ar stummoù. Ne vezont ket implijet evit an talvoudegezh pleustriñ an obererezhioù boaz hepken, met ivez evit oberezhioù arouezel, speredel ha relijiel.