See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Dilhad - Wikipedia

Dilhad

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

An dilhad a-hed an amzer
An dilhad a-hed an amzer

An dilhad (liester) a zo pezhioù gwiad (pe un danvez moan all) a vez lakaet ouzh ar c'horf evit goleiñ darn anezhañ. Ur gwiskamant a zo ur pezh dilhad peurvuiañ hag an holl dilhad gwisket war ar c'horf a-wechoù.

[kemmañ] Istor

Sellet ouzh ar pennad ledanoc'h Istor an dilhad
En amzerioù koshañ e teu an dilhad eus ezhommoù an dud d'en em wiskañ en un doare simpl ha pleustrek. Pelloc'h e teu levezon ar c'hiz, ken e vez dibabet gwiskañ dilhad pe zilhad evit abegoù sokial.
War a seblant e voe implijet kreoñv loened, da gentañ, evit en em wareziñ diouzh an amzer, fall pe vrav. Goude int bet aozet evit aesaat an oberezhioù boutin ha divoutin. Abretoc'h eo deuet aozadur an dilhad ur moaien evit en em stipañ (en em fichañ brav) ha seul vuioc'h ma vez posupl stagañ bragerizoù warno.
Hervez an oberezhioù ez eus bet fardet dilhad arbennik : dilhad-brezel, dilhad-labour, dilhad-lid, dilhad-sport, etc...
En Europa e oa bet emdroadurioù stankoc'h adalek ar XIVvet kantved pa oa kresket live an teknikoù ha pa voe degaset danvezioù nevez diwar gresk an eskemmoù kenwerzhel.

[kemmañ] Abegoù evit gwiskañ dilhad

[kemmañ] Gwall amzer

Bezañ gwarezet diouzh ar gwall amzer eo an abeg degemeretañ gant an istorourien, evit displegañ perak eo bet ijinet an dilhad :

Paotr an Neandertal gwisket gant kreoñv
Paotr an Neandertal gwisket gant kreoñv
Mantell-c'hlav japanat kozh
Mantell-c'hlav japanat kozh
  • Yenijenn : Ar gwiadoù a zo doareoù efedus da virout ouzh an aer yen a vont da yenaat ar c'hroc'hen ha da herzel an aer tommet gant gwrez ar c'horf a dreuziñ en-dro seul vuioc'h e chom un nebeut aer e-barzh fibrennoù ar gwiadennoù. Izolus-tre eo an aer-se, p'eo digonduus an aer difiñv. Implijet e vez ar perzh-se pa vez fardet ar gweradurioù doubl.
  • Heol : Pa lakaont un harz d'ar skinoù uslimestras ha infra-ruz, e kinnigont an dilhad ur gwarez ouzh al loskoù hag an taolioù heol). Daskedet e vez ar skinadur hollek gant an dilhadoù splann o livioù ken e warezont muioc'h eus ar gwrez.
  • Glaveier (glav, erc'h) : Gwiadoù ha danvezioù zo a zo anvet dizintrus pa lakaont un harz d'a dour ar glaveier. Ret eo gwareziñ ar c'horf diouzh an dour p'eo hemañ ur fluidenn doug-gwrez a c'hell lakaat pep tra da yenaat.


aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -