Anemoi
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
An Anemoi (Ἄνεμοι e gregach) eo an avelioù e mojennoù Hellaz kozh. Mibien e oant d'an doueez Eos ha d'an Titan Aestreos. O mestr e oa Aiolos, a zalc’he e c’halloud a-berzh Zeus, hag a lakae ar gwallavelioù da redek ha d’ober freuz.
Taolenn |
[kemmañ] O anvioù
[kemmañ] Pevar avel
Evit an avelioù ordinal a oa pevar anezho :
- Boreas, avel an hanternoz, a zo Aquilo, pe Septentrio e latin
- Notos, avel ar c’hreisteiz, a zo Auster e latin
- Zefiros, avel ar c’hornog, a zo Favonius e latin
- Euros, avel ar mervent, a zo Volturnus e latin
Stag int ouzh ar pevar c'houlz-amzer. Boreas eo avel yen ar goañv, Zefiros doue an aezhennoù nevezamzer, Notos doue ar glaveier e dibenn an hañv, hag Euros doue ar glav en diskar-amzer.
[kemmañ] Eizh avel
Ma ne oa nemet pevar avel gant ar Romaned e oa pevar all gant tud Aten, o doa savet un templ eizhkornek ma oa bet lakaet skeudenn an eizh avel en eizh korn anezhañ.
- Apéliote, avel ar gevred
- Calcias pe Cécias, an avel viz
- Lips, avel ar mervent
- Sciron, avel ar gwalarn
[kemmañ] Daouzek avel
Kaset e voe o niver da 12:
- Apéliote pe Aphéliote
- Boreas pe Aparctias
- Cécias
- Euronotos pe Phénicias
- Euros pe Argeste
- Iapyx pe Mèse
- Libonotos
- Lips
- Notos
- Sciron pe Olympias
- Thracios pe Trascias
- Zefiros
[kemmañ] Temploù
[kemmañ] Mirdi Pio-Clementinum
Er Mirdi Pio-Clementinum ez eus ur monumant marmor gant anvioù gresianek ha latin an avelioù, da lavarout eo:
- Septentrio (Aparctias),
- Eurus (Euros, ar gevret),
- etrezo Aquilo (Boreas),
- Vulturnus (Cécias)
- Solanus (Aphéliote).
- etre Eurus ha Notus (Notos), emañ Euroauster (Euronotos).
- etre Notus ha Favonius (Zefiros), emañ Austro-Africus (Libonotus) hag Africus (Lips),
- etre Favonius ha Septentrio, emañ Chrus (Iapyx) ha Circius (Thracius).