Boreas
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Boreas eo anv avel yen an hanternoz e mojennoù Hellaz, unan eus an Anemoi. Kar ha par eo d'an Aquilo latin.
Avel ar goañv eo, kreñv hag imoret fall. Diskouezet eo bet evel un den kozh askellek, gant blev ha barv hir.
Liammet e veze e anv ouzh ar c'hezeg. Lavaret e veze e oa tad da zaouzek ebeul, goude kemeret gantañ stumm ur marc'h , diwar kezekenned Eric'hthonios, roue Troia.
Diwezhatoc'h e oa kaoz eus Boreas evel tad Butes ha Lycurgus, ha g evel serc'h an nimfenn Pitys.