See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Alc'hwez USB - Wikipedia

Alc'hwez USB

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Un alc'houez USB 256 Me
Un alc'houez USB 256 Me

Un drobarzhell kadaviñ helam eo an alc'houez USB e c'heller lugañ anezhañ ouzh porzh USB un urzhiataer. E-barzh ur glozenn, e plastik peurliesañ, e vez marc'het da genderc'hañ an alc'houez USB un amredad memor flash hag ur c'hennasker USB.

En araez da gadaviñ roadennoù betek lies GigaOctet e gouest ouzhpenn an alc'houez USB da virout ar roadennoù pa vez lazhet ar porzherezh da lavaret eo pa vez diluget an alc'houez.

Hebleustr eo an alc'houez USB evit ar re en devez da zezougen alies teulioù ha roadennoù ha d'ober gante gant meur a urzhiataer.

Ouzhpenn-se e c'heller bremañ gant ul lodenn eus ar pennwalioù loc'hañ un urzhiataer gant ur reizhiad korvoiñ rag-eeun adalek an alc'houez USB.

[kemmañ] Arouezadurioù an alc'houez USB

  • Ar barr : kavet e vez peuzliesañ alc'houezioù USB 128Me (Mega eizhbit), 256 Me, 512 Me pe 1024 Me (1 Ge),
  • Feur treuzkas : tizh treuzkas ar roadennoù eo. Ar feur treuzkas da skrivañ a vez gorrekoc'h eget hini da lenn pa vez gorrekoc'h an argerzh skrivañ war ur vemor flash. Feur treuzkas a zo hervez ar vemor flash arveret hag handelv ar reolad USB e c'hell an alc'houez ober gantañ. Da skouer, evit ur reolad USB 2.0 e c'hell feur treuzkas an alc'houez mont betek 480 Mbde (Mega bit dre eilenn).
  • arc'hwelioù enrinegañ : pourchaset e vez gant alc'houezioù USB arc'hwelioù enrinegañ ar roadennoù pe ul lodenn oute da greñvaat o dangel.
  • Gwareziñ ouzh ar skrivañ : gant ul lodenn eus an alc'houezioù USB e vez kinniget un doare (un trec'haoler dister peurliesañ) da herzel ouzh ar skrivañ en doare ma vije ar roadennoù gwrarezet ouzh un teuziñ dic'hoantet pe un daskemmañ.
  • Arc'hwelioù liesvedia : pa vez kevannet gant an alc'houez USB ul lugel tokarn-sten da lenn restroù mentrezh MP3 anezhe e vez graet lenner MP3 eus an alc'houez a-seurt gant ar re-mañ.


aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -