Bit
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar bit a zo an unanenn daouredel a gementad stlenn. Dont a ra ar ger bit eus ar saozneg binary digit a dalv « sifr daouredel ». An tro-lavar saoznek A bit of a dalv un tamm.
Ijinet eo bet gant John Tukey ha ledet eo bet e-mesk an dud gant Claude Shannon.
Unan eus ar sifroù en niveriñ diazez daou eo ivez ar bit. Rezhiennet (Roet da intent) eo peurliesañ gant ar sifrennoù 0 pe 1.
Arabat kemmeskañ gant ur Byte hag a zalc'h meur a vit. Pa dalc'h 8 bit eo un okted.