Abu Nuwas
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Abu-Nuwas al-Hasan ben Hani al-Hakami (750–810) brudet dreist holl dindan añv Abū-Nuwās (arabeg ابونواس) a oa unan eus barzhed puezusañ eus ar marevezh Abasid. Ganet e oa bet e Ahvaz e Persia. Arabat ha persiat e oa e gerent.
Evel unan eus ar varzhed arabek klasel brasañ e vez barnet. D'ur mestr war an holl rummoù lennegel eus e vare e oa bet met war e ganennoù a-zivout ar gwin(khamriyyat) ha war e varzhonegoù a-zivout karantez ar grennarded (mudhakkarat) eo diazezet e vrud. En hengoun folklorel eo ebarzhiet ha meneget eo meur a wech e Levr ar mil nozvezh hag unan
Studiañ a reas e Basra ha desker e voe da Walibah ibn al-Hubab ha Khalaf al-Ahmar. Tu-se estudias ar C'horan hag an hadithoù met ivez ar yezhadur hag ar varzhoniezh. Hervez an hengoun eñ-defe tremenet ur bloavezh en dezerzh e-touez ar vedouined da zeskiñ o yezh.
Mat e oa an darempredoù etre Abū-Nuwās hag an diernelezh abasid da gentañ abalamour d'e geneilded gant vizired ar familh Bamarkis. Goude o diskarr, avat e voe rediet da dec'hout da Egipt.Goude marv Harun al-Rashid hepken e tistroas da Vagdad. D'ur barzh ofisiel e lez al-Amin e yeas neuze.