Meurvor Indez
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Ur mor bras e Su Azia eo Meurvor Indez. Anvet eo diwar hini Indez, da lavaret eo an holl vroioù el ledenez vras m'emañ India, Pakistan ha Bangladesh enni. Kavout a reer war e riblennoù hanternoz Arabia Saoudat, Oman, Iran, Pakistan, India, Bangladesh, Tailand, Malaysia Indonezia hag Aostralia. Er c'hornôg e kaver aodoù Afrika (Djibouti, Kenya, Tanzania, Madagaskar, Mozambik, Maoris) hag er Su emañ Meurvor Antarktika (pe Meurvor ar Su hervez lod).
Dre un emglev etrebroadel emañ e harz gant ar Meurvor atlantel war led Kab ar Pikernigoù (20° E), gant ar Meurvor Habask war hed Enez-Tasmania ha gant Meurvor Antarktika war an 60vet hed Su.
Gant Meurvor Indez ez eus ur gorread 75 milion km².