Yann V (dug Breizh)
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Yann V, lesanvet Yann Fur, (1389 – 1442) [1], a oa dug Breizh eus 1399 betek 1442.
Mab e oa d'an dug Yann IV ha d'e drede gwreg, Janed Navarra.
Lod eus an istorourien, a zalc'h kont eus ren Yann Moñforzh, hag a ra Yann VI anezhañ.
Dont a reas da vezañ dug pa oa dek vloaz dindan gward dug Bourgogne. Ar peoc'h a reas gant Charlez VI ha gant Olier Klison, enebour e dad. Dimeziñ a reas gant unan eus merc'hed ar roue gall, Janed Valois, a roas seizh bugel dezhañ.
E 1404 e trec'has ar Saozon e-kichen Brest. Broc'hañ a reas gant Klison hag e oa war-nes lakaat seziz warnañ, pa varvas hemañ diwezhañ. Kevredet e oa gant ar C'hallaoued a-enep ar Saozon e diwezh ar Brezel Kant Vloaz met erruout a reas war an dachenn goude emgann Azincourt hepken. Evel-se memes tra e c'hounezas kêr Sant-Malou (a oa staget ouzh ar rouantelezh neuze) evel ma oa bet divizet en eskemm eus e gevredadenn gant roue Bro-C'hall. Klask a reas goude se chom etre an div gostezenn saoz ha gall : Sinañ a reas skrid-emglev Troyes a lame ar rouantelezh digant Charlez VII, met aotre a roas d'e vreur Arzhur, Konestabl Richemont da vrezeliñ evit ar roue-se.
En e raok: Yann IV |
Rouaned ha Duged Breizh 1399 – 1442 |
War e lerc'h: Frañsez Iañ |