Syagrius
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ur pennad eus an heuliad Henroma eo ar pennad-mañ |
|
Ar Vonarkiezh | |
Ar Republik | |
An Impalaeriezh | |
Impalaeriezh ar C'hornôg | |
Impalaeriezh ar Reter |
Afranius Syagrius (ganet 430, marv 486 or 487) a oa mab Aegidius, ar magister militum per Gallias en-doa deuet a-benn da zifenn hanternoz Galia goude freuzadur an Impalaeriezh roman ar C'hornôg. Un ennezad c'halian-ha-roman etre ar Som hag al liger, Swasoñ e gêrben, a rene, marteze, hervez Fleuriot, gant skoazell pennoù-brezel brezhon evel Riothamus. Ne oa ket klok e c'halloud zoken er rannvro-se, war a seblant, rak gant ur penn-brezel brezhon e oa dalc'het Bleaz.
N'anavezer ket petra e oa e ditl. Gregor a Deurgn a anv anezhañ "Roue ar Romaned" (Rex Romanorum) met estrañjour eo an titl-se d'ar c'hustumoù roman. Ar gwirheñvelañ eo e raed anezhañ dux (pennlu) hag e oa ar pezh a anvfed hiziv un tiern a vrezel.
Ren a reas eus 464 betek 484 ha, da gentañ, un nebeut berzhioù eñ-deus a-enep ar varvared. Gant skoazell Childeric e kasas kuit ar saksoned o-doa en em staliet e traonienn al Liger. Broc'hañ a reas neuze gant ar franked ha, ma kreder Fleuriot o kas kuit eus galia an norzh war-dro 470.
E 486, avat, e voe argaset gant Hlodwig a oa bet aet da roue ar franked ar-lerc'h Childeric hag en-doa adunvianet e bobl. Faezhet e voe Syagrius e emgann Swasoñ ha Hlodwig a berc'hennas e rouantelezh. E rouantelezh ar wizigoted e repuas Syagrius met o roue Alarik II a vac'has anezhañ a-raok d'e zaskor d'ar franked.
E 487 e voe dic'houzouget e kuzh gant Hlodwig hervez Gregor.