Web - Amazon

We provide Linux to the World

ON AMAZON:


We support WINRAR [What is this] - [Download .exe file(s) for Windows]

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
SITEMAP
Audiobooks by Valerio Di Stefano: Single Download - Complete Download [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Alphabetical Download  [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Download Instructions

Make a donation: IBAN: IT36M0708677020000000008016 - BIC/SWIFT:  ICRAITRRU60 - VALERIO DI STEFANO or
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Saksoned - Wikipedia

Saksoned

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Ur bobl c’herman e oa ar Saksoned, ur bobl a oa o chom er pezh zo bremañ gwalarn Alamagn ha reter an Izelvroioù. Meneg a voe graet anezho gant an douaroniour Ptolemaeus ; evitañ e oant ur bobl o chom er strizh-douar zo bremañ Schleswig-Holstein ha Jutland. Moarvat ez ejont war-zu ar c’hornôg goude-se. Dont a rafe o anv, 'Sakson', eus ar ger seax, a vefe bet anv un doare goustilh en o yezh. Hervez ar pezh a gonte Einhard, istorour Karl Veur (Vita Caroli c.7), e vijent bet tud kriz ha brezelgar forzh pegement.


[kemmañ] Aloubiñ Breizh-Veur

Lod eus ar Saksoned, a-gevret gant Angled, Juted, Franked ha Friziz, a yeas da Enez Vreizh (Britannia), da vare dibenn an Impalaeriezh roman er c’hornôg. Abaoe meur a gantved dija e oa preizherien c’herman oc’h argadiñ aodoù reter ha su Enez Vreizh. Evit talañ ouzh ar argadegoù-se e oa bet savet ur rummad kreñvlec’hioù gant ar Romaned a-hed an aod, a oa anvet Litora Saxonica pe aod ar Saksoned. Lod eus ar breizherien-se a oa bet lezet d’ober o annez war an aod-se, koulskoude, pa oa an enezenn c’hoazh e dalc’h ar Romaned. E 449, goude un argadeg gant ar Bikted, Vortigern, roue ar Vrezhoned romanekaet, a c’houlennas sikour digant ar Juted, da zont da zifenn e vro. Trec’het e voe ar Bikted gant ar Juted ha, goude se en em stalias un nebeud Juted e Kent, e gevred an enezenn. Pa voe nac’het o goulennoù da gaout muioc’h a zouaroù, en em savas an holl bobloù german a-enep mistri an enezenn. Angled, Juted ha Saksoned dreist-holl a aloubas ar vro. Goude ur pennad e oa peder rouantelezh sakson e su an enezenn.

1. er reter : Essex (bro Saksoned ar reter), en-dro da gêr Colchester

2. er c’hreisteiz : Sussex (bro Saksoned ar su)

3. er c’hornôg : rouantelezh Wessex (bro Saksoned ar c’hornôg), en-dro d’ar gêr-benn Winchester.

4. er c’hreiz : Middlesex, ur rouantelezh vihanoc’h ha berrbad, peogwir e voe staget ouzh rouantelezh an Angled (Eng-land).

Anv Saksoned Enez Vreizh a emdroas e yezh keltiek ar vro evit mont d’un dra bennak en deus roet ar brezhoneg Saozon pe ar c’hembraeg Saeson. Ha gant an anv-se e voe graet ganto evit envel an holl C’hermaned deuet da Breden ha hiziv ez eo gant ar ger-se e vez graet evit envel o diskennidi, tud Bro-Saoz (tra ma raer e yezhoù all, evel ar yezhoù romanek pe ar yezhoù germanek, gant ur ger deveret eus anv an Angled, evit envel an dud-se.)

Hollad ar C’hermaned deuet da Breden, Saksoned, Angled ha Juted, a zeuas da vezañ anvet Angled-ha-Saozon.

En deroù ne oant ket kristenien. Dre rouantelezh Kent ez erruas ar gristeniezh en o bro e deroù ar VIIvet kantved, degaset da gentañ gant ar misioner roman Paulinus.

Rouaned Wessex a zeuas da vezañ ar re c’halloudusañ e su Enez Vreizh. Unaniñ a rejont ar rouantelezhioù all gant o bro, ha kemer an titl a Bretwalda (eus an anv Bretanwealda, a dalveze "Aotrou Preden" en o yezh c’hermanek) (keñveriañ gant an "Ard Rí" en Iwerzhon). Met n’eo nemet en Xvet kantved e voe unanet ar vro da vat, dindan ren ar roue Alfred ar Bras, nebeut amzer a-raok donedigezh an Normaned.

N’emañ ket an holl istorourien a-unvouezh : evit lod e voe peoc’hus a-walc’h emled an Angled-ha-Saozon en izeldirioù Preden. Evit lod all e voe gwadek an emgannoù ha bras an distrujoù, evel ma kont Gweltaz, Gildas Sapiens, ur Brezhon anezhañ, en e skrid latin De Excidio et Conquestu Britanniæ, savet war-dro ar bloavezh 560.

Met padout a reas ar brezelioù etre ar Vrezhoned romanekaet hag an alouberien, Juted, Saozon hag Angled e-pad 400 vloaz, ha kaset e voe ar Vrezhoned, tamm-ha-tamm war-zu ar c’hornôg hag ar gwalarn, ma kavjont repu en uheldirioù Kembre ha Bro-Skos.

Diwar yezh kozh ar Saksoned eo deuet an hensaozneg (Old English).

[kemmañ] Saksoned an douar-bras

An darn vrasañ eus ar Saksoned avat a chomas war an douar-bras. Hervez an istorour Beda, a skrive war-dro ar bloavezh 730, ar Saksoned kozh n’o deus roue ebet ; renet e vezont gant meur a aotrou (eorldermen) a zibab lod anezho d’o ren er brezel met zo par an eil d’egile pa vez peoc’h. Tamm-ha-tamm koulskoude e voe unvanet o bro hag a-benn dibenn an VIIIvet kantved e oa ur vro anvet Dugelezh Saks.

Paganed e choment, daoust da strivoù ar visionerien deuet eus Enez Vreizh. Mont a rae tud a orin german eus Enez Vreizh, evel Willibrord pe Sant Bonifas, da glask avielañ o « breudeur » chomet pagan. E-pad pell e stourmas ar Saksoned da chom e diavaez ar Gristeniezh ha distag diouzh galloud ar rouantelezh frank. Hogen faezhet e voent da vat gant Karl Veur, goude meur a vrezel (772 - 804). War-lerc’h al lamm o doa tapet, e voent badezet dre gaer pe dre heg ha rediet da dreiñ da gristenien.

Sujet e voe ar Saksoned d’ar Garolingidi hag evel meur a bobl all e teujont da vezañ soudarded evit o mistri. Dont a reas duged Saks, evelkent da vezañ rouaned hag impalaerien zoken : Otto Iañ ar Bras, ur Sakson, a voe e penn an Impalaeriezh santel roman en Xvet kantved. Pa nac’has un dug mont da vrezeliañ da Italia gant an Impalaer Friedrich Barbarossa, e voe rannet dugelezh Saks.

Ar vro anvet Rouantelezh Saks etre 1806 to 1918 ha Stad Dieub Saks abaoe 1990 n’eo ket bro orin ar Saksoned. Renerien ar vro-se a zeuas da vezañ mistri war Dugelezh Saks e 1423 hag a reas gant an anv Saks evit o domani a-bezh. Abaoe an amzer-se e voe graet Saks (en alamaneg : Sachsen) eus ar vro-se, tra ma oa bro orin ar Saksoned kentoc’h er pezh zo bremañ stad alaman Saks Izel (en alamaneg : Niedersachsen).

Gant ar ger "Saksoned" e voe graet ivez evit ober anv eus an Alamaned a yeas, en XIIIvet kantved da annezañ e Treuzsilvania. E deroù an XXvet kantved e oa ur c’hard milion a alamanegerien e Roumania, hag int diskennidi eus an drevadennerien-se. Aet eo an darn vrasañ anezho kuit diouzh ar vro abaoe an Eil Brezel Bed, dreist-holl e-pad diktatouriezh Ceauşescu.

[kemmañ] Aspadennoù eus o anv

Kavout a reer en Alamagn bremañ teir stad a zeu o anv eus hini ar Saksoned : Niedersachsen, pe Saksonia-Izel, a oa, mui pe vui, takad annez ar Saksoned kozh, etre an Izelvroioù hag ar stêr Elbe ; Sachsen-Anhalt, pe Saksonia-Anhalt, zo en-dro da gêr Magdeburg ; ha Stad Dieub Sachsen, pe Saksonia, zo Dresden he c’hêr-benn.

E finneg hag en estoneg, eo deuet ar gerioù a dalveze da envel ar Saksoned kozh da dalvezout bremañ evit Alamagn (Saksa en div yezh-se) hag an Alamaned (saksalaiset e finneg ha sakslased en estoneg). E Roumania e reer Siebenbürger Sachsen (Saksoned ar seizh kastell, ar seizh kêr) eus an alamanegerien zo e Treuzsilvania, daoust ma teue o hendadoù eus meur a gorn eus Alamagn e gwirionez.

Er yezhoù keltiek eo emdroet ar ger evit mont da envel ar Saozon, o bro (Bro-Saoz), hag o yezh (ar saozneg).

Static Wikipedia 2008 (March - no images)

aa - ab - als - am - an - ang - ar - arc - as - bar - bat_smg - bi - bug - bxr - cho - co - cr - csb - cv - cy - eo - es - et - eu - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - frp - fur - fy - ga - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - jbo - jv - ka - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - ms - mt - mus - my - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nn - -

Static Wikipedia 2007 (no images)

aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -
https://www.classicistranieri.it - https://www.ebooksgratis.com - https://www.gutenbergaustralia.com - https://www.englishwikipedia.com - https://www.wikipediazim.com - https://www.wikisourcezim.com - https://www.projectgutenberg.net - https://www.projectgutenberg.es - https://www.radioascolto.com - https://www.debitoformativo.it - https://www.wikipediaforschools.org - https://www.projectgutenbergzim.com