Skritur yiek
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ur silabenneg eo ar skritur yieg anvet cuan (LFE [tswen]) pe wei, implijet evit skrivañ ar yieg komzet e Sina. Kavet ez eus bet skwrioù eus ar 16vet kantved d'an abetañ holl. Implijet e veze an doare-skrivañ-mañ evit aferioù relijiel pe kuzh e-pad meur a gantved.
Uhel-tre e oa deuet da vezañ an niver a c'hrafemennoù er silabenneg klasel, betek 8.000. Pa voe unvanet e 1975 e tiskennas an niver a c'hrafemennoù, enni bremañ gant 819 grafemenn en holl evit skrivañ 756 silabenn a-orin yiek ha 63 evit gerioù o tont eus yezhoù all, dreist-holl ar sinaeg. Ar silabenneg arnevez-se an hini eo a vez kelennet er skolioù.
Diorroet ez eus bet ivez un doare da implijout al lizherenneg latinek evit skrivañ ar yieg (anvet a-wechoù ivez pe loloeg) ma ra gantañ kristenion a-orin yiek nemetken.