Rainer-Maria Rilke
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Rainer-Maria Rilke a oa ur barzh aostrian ganet e Praha d'ar 4 a viz Kerzu 1875 ha marvet d'an 29 a viz Kerzu 1926 e Montreux e Bro-Suis. Gwelet eo evel unan eus ar gwellañ barzhed alamanek.
Taolenn |
[kemmañ] Ar yaouankiz
Rainer Maria Rilke a zo ganet e Praha d'ar 4 a viz Kerzu 1875. E dad, ofiser en arme, en eus bet un esped micherel dister, hag a echuas e vuhez en ul labourat en un embregerezh trenioù. An emglev etre e dudoù a zaio war fallaat hag en em disrann a rae ar c'houplad. Ar mamm, Phia Rilke, doueüs ha frink, a bellas diouzh he mab. Rainer-Maria a c'houzañvo ar mank-se e pad toud e yaouankiz. E oberennoù eus ar prantad-mañ a zo bet levezhonet kalz gant an darvoud-mañ. Eus 1882 betek 1890, e zae er skol piarist (skolioù relijiel kennañ) ha goude e skol Sankt-Pölten e Aostria. E 1890 e grogas e studioù soudard e uhel-skol milourel Weisskirchen e Moravia. Met rankout a reas kuitaat an arme abalamour da gudennoù yerc'hed. Kregiñ a reas e gentañ embannadurioù e gazetennoù'zo. Met e 1891 e guitas ar skol-mañ evit mint en ur skol koñvers e Linz. Goude, e 1892 e tistroas e Praha e lec'h ma dremeno un tamm amzer er skol-veur (a-benn studiañ al lennegezh, an istor, ar brederouriezh hag istor an arz). Met e 1896 e zeas da genderc'hel e studioù e skol-veur München.
[kemmañ] Bloavezhioù gant Lou Andreas-Salome
Er ger-mañ , e geja gant Lou Andreas-Salome, ha chom a rejont tost kennañ betek fin o vuhez (dindan stumm ur garantez platonel). Kregiñ a reas da-vat da skrivañ e gentañ barzhonegoù ha deizlevr Wegwarten, ul levr skignet en un doare digoust. Gant Salome e veajas e 1897 eus Wolfratshausen e kichenn München betek banlev Berlin e lec'h ma chomas betek 1901. E-pad ar c'houlz-se, e skrivas hag e embannas danevelloù evel Am Leben him(A-hed ar vuhez) pe Zwei Prager Geschichten(Daou istor eus Praha). Etre miz Ebrel ha miz Even 1899, e veajas e Rusia gant Lou hag he gwazh. E gejiont gant ar skrivagner rusian Tolstoï. Un eil beaj a reas e 1900 e lec'h m'e adwelas ar skrivagner. Goude-se e embannas al levr Vom lieben Gott und Anderes(Istor an aotroù Doue). E 1901, Rilke a en em zimezas gant Clara Westhoff, un diskibiez eus Rodin. Eus an eured-mañ, e gannas ur plac'h an 12 a viz Kerzu 1901 añvet Ruth Rilke. Met ar c'houplad a en em zispartias ur bloaz warlec'h. E miz Eost 1902, e zeas kuit da Pariz e lec'h m'en oa c'hoant labourat war ul levr diwar-benn Rodin.
[kemmañ] Servij evit Rodin
E miz Ebrel 1903, e zeas kuit eus Pariz. Labourat a reas dreist-holl war e levrioù barzhoniezh o tont. Rilke a zo erruet en ur stad e lec'h ma ne ra nemet beajiñ ha labouraat war e oberenn. E 1904 e veajas e Roma hag e Skandinavia. Ar bloavezh goude e dremenas un tamm-amzer e Berlin met mont a reas da vevañ gant Rodin e Meudon evit bezañ e sekretour ha prientiñ un heuliad prezegennoù diwar-benn e implijour. Labourat a reas e-giz-se betek miz Meurzh e lec'h ma tad Rilke a varvas hag e miz Mae, e zarempredoù gant Rodin a zejiont war fallaat. Met en desped da-se e embannas memestra e levr diwar e benn.
[kemmañ] Eus ar beajoù hag ar brezel betek fin e vuhez
Etre 1907 ha 1914 e krogas un heuliad beajoù etre Afrika an Norzh, Bro-Egipt, Berlin, Bro-Spagn, Italia ha Bro-C'hall. Met paket-berr eo pa darzh ar brezel: sac'het eo e Bro-Alamagn. Soudardet eo bet Bro-Aostria met dieubet un nebeut mizoù diwezhatoc'h e 1916. Goude ar brezel ec'h adkemeras e vuhez graet gant beajoù, labourioù skritur ha prezegennoù bep an amzer met dreist-holl e Bro-Suis.
E 1922 e echuas Die Sonette an Orpheus(sonedenn da Orfeüs) ha Duineser Elegien(klemmgan Duineser). Met labourat a reas ivez war un droidigezh eus oberenn Paul Valéry. E 1924 e krogas un heuliad sizhunioù tremenet en ospitalioù. Kenderc'hel a reas da veajiñ etre Bro-Suis ha Pariz met d'an 29 a viz Kerzu, e varvas Rilke gant al leukemi.
[kemmañ] Oberenn
- 1893: Feder und Schwert
- 1894: Leben und Lieder
- 1895: Larenopfer
- 1897: Im Frühhfrost
- 1897: Traumgekrönt 1898, Advent
- 1898: Ohne Gegenwart
- 1898: Am Leben hin
- 1899: Zwei Prager Geschichten
- 1899: Mir zur Feier
- 1899: Das Buch vom mönchischen Leben
- 1899: Der Kardinal
- 1900: Vom lieben Gott und Anderes
- 1901: Das Buch von der Pilgerschaft
- 1902: Die Letzten
- 1902: Das tägliche Leben
- 1902: Das Buch der Bilder
- 1903: Das Buch von der Armut und vom Tode
- 1904: Geschichten vom lieben Gott
- 1905: Das Stundenbuch
- 1906: Die Weise von Liebe und Tod des Cornets Christoph Rilke
- 1907: Neue Gedichte
- 1908: Der neuen Gedichte anderer Teil
- 1909: Die frühen Gedichte
- 1909: Requiem
- 1910: Die Aufzeichnungen des Malte Laurids Brigge
- 1913: Erste Gedichte
- 1913: Das Marien-Leben
- 1915: Sieben Gedichte
- 1920: Die weiße Fürstin
- 1923: Die Sonette an Orpheus
- 1923: Duineser Elegien
- 1926: Vergers suivi des Quatrains Valaisans
- 1927: Les Fenêtres
- 1927: Les Roses
[kemmañ] E brezhoneg
- Luskellerezh (barzhoneg) in Al Liamm nn 21 (troet gant Ronan Huon)
- Du-hont... (barzhoneg) in Al Liamm nn 21 (troet gant Ronan Huon)
- Araokaat (barzhoneg) in Al Liamm nn 131 (troet gant Abanna & Alan ar Berr)
- "Mervel a ranker pa anavezer" (barzhoneg) in Al Liamm nn 131 (troet gant Abanna & Alan ar Berr)
- Skridoù Malte Laurids Brigge (Dannevell) in Al Liamm nn 293 (troet gant Anke Simon)