See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Pierre Joseph de Coëtanlem de Rostiviec - Wikipedia

Pierre Joseph de Coëtanlem de Rostiviec

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Pierre Joseph Jean de Coêtanlem de Rostiviec a zo bet un denjentil ganet e 1749 e Sant-Martin-war-ar-Maez ha marvet e 1827. Pa n'em sante en e vleud o welout ar reveulzioù a yae gant an Dispac'h gall e chomas sioul en e vaner e Trogriffon e-barzh kumun Henvig. Aze e talc'has da adskrivañ ha da glokaat geriadur Loeiz ar Pelleter.

Taolenn

[kemmañ] Ul labour ramzel

Eus 1790 betek 1820 e savas ur dornskrid geriadur bras, 8 834 pajenn ennañ, kalz brasoc'h eget en doa soñjet. Klask a reas gerdarzh pep ar gerioù a skrive war kartennoù dizimplij (difennet e oa er mare-se c'hoari gant kartennoù poltredoù hag anvioù ar roueed warno).
Un den gouiziek-tre e oa Pierre de Coëtanlem hag eo diskouezet mat gant ouzhpennadurioù da geriadur ar Pelleter. Dindan ar pennadoù eilet diwar Loeiz ar Pelleter e skrive e skrive ur R. evit ouzhpennañ e remerkoù : gerdarzhioù gant gwriziennoù latin ha gresianek, kustumoù, kredennoù, ar vuhez er maez, ar vitologiezh geltiek, an istor hag an douaroniezh.
Lakaat a reas an eizh levrenn da vezañ keinet, an hini diwezhañ e 1820. N'en doa intent ebet lakaat anezhañ da vezañ moullet.
Chom a reas an oberenn e maner Trogriffon ha kollet en ur c'horn bennak. Pa oe graet labourioù adneveziñ ar maner e adteuas war wel al levrioù kozh hag e oa kaoz eus o lakas en tan. Ar person a c'houlennas ma vijent profet dezhañ ha pelloc'h e roas anezho d'ur familh kreiz Breizh.

[kemmañ] Addizoloadenn ha niverelañ

E 2002 e c'houlennas an den e oa deuet an oberenn en e gerzh ma vo prenet gant ar Greizenn an Enklaskoù hag ar Studioù breizhek ha keltiek e Brest. Gant yalc'hadoù Rannvro Breizh, Ti-kêr Brest ha Ministriezh ar Sevenadur e oe posubl hen ober.
Divizet eo bet gant ar Greizenn Enklask lakaat an dornskrid kozh da vezañ niverelet ha kaset en linenn. Div levrenn a zo bet lakaet enlinnenn e derou 2008. Reoù all a vo niverelet e-doug ar bloaz.

[kemmañ] Liammoù diabarzh

[kemmañ] Liammoù diavaez

War servijer "Hermine" meret gant an EPCC Levr ha Lenn emañ levrioù geriadur Coëtanlem : Bountit amañ ha goude war war "enklask teulioù".


aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -