Piano
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Ar pianoa zo ur c'hlav (beñveg-seniñ) gant ur c'hlaouier. Renket eo ken e-touezh an tosklavioù hag ar c'herdinklavioù skoet. Graet e vez ar son gant kerdin stignet war ur framm dibleg a-us d'an taol-zasson. Gant morzholigoù warno un tamm feltr e vez skoet ar c'herdin diwar bountañ war an stokelloù. Daskren ar c'herdin a zo lakaet a-sav gant ur mouger pa vez laosket an stokell. Dre ur c'hempennadur mekanik, al laoskerez, e vez lezet ar gordenn da daskrenañ dieub hag adlañset buan-tre ar son un eil wech.
Eus berradur an droienn italiat piano-forte (= dous-kreñv) e teu anv ar beñveg. Diwar-se e lakaer da intent e teu disoc'hoù disheñvel hervezh an nerzh a gaser evit stokañ ouzh an stokelloù.
Sell ouzh skouer son ar piano : son ar piano
[kemmañ] Istor ar piano
[kemmañ] Kavadenn ar piano-forte
Fardet eo bet ar pian-forte kentañ e derou an Patrom:XVIIIe kantved gant an italiat Bartolomeo Cristofori e Firenze (Italia) a anvas anezhañ piano-forte. Diwar teuziadur klavioù koshoc'h eo bet krouet, ar c'hlavikerdinell ({{XVvet kantved) hag an toskerkerdinell (Krennamzer). N'ouzer ket mat pegoulz eo bet fardet ar piano-forte kentañ gant Bartolomeo Cristofori, met diouzh ur renabl graet evit ar Medicis, mistri Cristofori e weler e oa ur c'hlav gantañ e 1700. Sañset eo bet fardet un ugentad piano-forteoù gant Cristofori a-raok ma varvas e 1731 hag e chom tri anezho hiziv deiziadet war-dro ar bloavezhioù 1720.