Web - Amazon

We provide Linux to the World

ON AMAZON:


We support WINRAR [What is this] - [Download .exe file(s) for Windows]

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
SITEMAP
Audiobooks by Valerio Di Stefano: Single Download - Complete Download [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Alphabetical Download  [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Download Instructions

Make a donation: IBAN: IT36M0708677020000000008016 - BIC/SWIFT:  ICRAITRRU60 - VALERIO DI STEFANO or
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Kristol Goulm - Wikipedia

Kristol Goulm

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Kristol Goulm, taolennet gant Sebastiano Del Piombo
Kristol Goulm, taolennet gant Sebastiano Del Piombo

Kristol Goulm a oa ur moraer e servij Kastilha, genidik eus Genova (ganet e Genova war-dro 1451, marvet e Valladolid e 1506). E veajoù eo a lakaas tud Europa da anavezout Amerika. Ne c’heller ket ober anezhañ kavadenner Amerika koulskoude.

Taolenn

[kemmañ] E anv

Meur a stumm zo d'e anv, hervez ar yezh. E brezhoneg e kaver ouzhpenn Kristol Goulm: Kristoc'h Koulm, Kristof Koulm pe Kolomb, e katalaneg Cristòfol Colom, e kastilhaneg Cristóbal Colón, e portugaleg Cristóvão Colombo, en italianeg Cristoforo Colombo, e saozneg Christopher Columbus.)

[kemmañ] Orin

Evit gwir ne ouzer ket hag eus Genova e oa. Un nebeud traoù kevrinus en e vuhez a laka tud zo da soñjal e oa anezhañ un den en doa cheñchet anv goude bezañ graet peñse ha kemeret an anv Colombo, hag e vije bet e gwirionez ur Yuzev eus Portugal marteze, pe eus Katalonia. Ha gwir eo ne implij ket an italianeg en e skridoù, met atav un doare kastilhaneg souezhus, mesket gant gerioù portugaleg.

E 1476 ez eas da chom da Lisbon. Eno, dre hanterouriezh familh e wreg, Felipa Moniz, e sinas ur respet gant kompagnunezhioù merdeiñ bras Portugal.

[kemmañ] Raktres evit mont da Sina

Levezonet e voe gant mennozhioù skiantourien evel Paolo dal Pozzo Toscanelli pe Pierre d’Ailly war kelc’husted an Douar. Ha soñjal a reas e c’hellfe tizhout Indez ha broioù all ar reter (Sina ha Japan) en ur vont war-zu ar c’hornôg. Met jedet fall en doa ment an Douar, kalz bihanoc’h e oa an treuzkiz jedet gant Koulm eget ar wirionez. Hervez skiantiourien zo e oa Japan (anvet Cipangu gant Europiz ar Grennamzer) war-hed 20 150 km er c’hornôg d’an Inizi Kanariez, en tu all d’ar Mor atlantel, met evit Kristol Goulm ne oa nemet 6 275 km. Reizh a-walc’h e oa an hed jedet gant ar skiantourien, hini Koulm avat a oa gwall bell eus ar wirionez.

Pa oa bet nac’het e raktres gant ar roue João II eus Portugal, ez eas Kristol Goulm d’e ginnig d’ar Rouaned Katolik, Fernando de Aragón hag Isabel de Castilla, (e 1487). Dezho ivez e seblantas ar raktres-se, da gentañ, bezañ dreistdiraez ha ne voe degemeret ganto da vat nemet e 1492. Arc’hant a voe dastumet evit ar veaj digant meur a zen pinvidik en Italia hag e Spagn. Koulm, a oa ur moraer barrek, a voe graet amiral gant ar Rouaned ha prometet e voe dezhañ e vije lezroue an douaroù a vije kavet gantañ.

[kemmañ] Ar beajoù

Kristol Goulm o tegouezhout en Amerika
Kristol Goulm o tegouezhout en Amerika

[kemmañ] Ar veaj kentañ

D’an 3 a viz Eost e loc’has tri lestr eus porzh Palos de la Frontera, en Andalouzia, ar Pinta, an Niña hag ar Santa María. Mont a rejont da gentañ betek an Inizi Kanariez, a oa e dalc’h ar Spagnoled. D’ar 6 a viz Gwengolo e rejont un arsav eno. Goude 34 devezh war vor e voe tizhet ganto, d’an 12 a viz Here, un enezenn a voe badezet San Salvador (Salver Santel) gant Koulm hag a oa anvet Guanahaní gant an dud a oa o chom warni. P’en em gavas Kristol Goulm gant an dud-se, ur boblad Arawak, anezho henvroidi an inizi-se, e voent kavet peoc’hus-kenañ gantañ. Goude se ez eas betek div enezenn all : Kuba ma touaras d’an 28 a viz Here, hag unan all ma touaras d’ar 5 a viz Kerzu hag a voe badezet gantañ La Española (Hispaniola deuet da vezañ Haiti hag ar Republik Dominikan hiziv). Peñse a reas ar Santa María ha ranket e voe he lezel eno. Distreiñ a reas Kristol Goulm da Europa gant an div vag all. Erruout a reas e Portugal, ma touaras da gentañ, hag e Spagn goude e nevez-amzer ar bloavezh 1493. Eno e voe graet dezhañ un degemer eus ar c’hentañ. Diskouez a reas e lez ar Rouaned katolik henvroidi bet sammet gantañ war an inizi, aour ha traoù a bep seurt bet kavet gantañ du-hont : butun, ananaz, yer-Indez.

[kemmañ] An eil beaj

Beajoù Koulm
Beajoù Koulm

E-pad e eil beaj (1493-1496) e voe tizhet gantañ an Antilhez Bihan, Puerto Rico ha Jamaika. Ar wech-se e oa deuet gant muioc’h a dud : kuitaet en doa Cádiz, d’ar 24 a viz Gwengolo 1493, gant 17 lestr ha 1200 den war o bourzh, evit sujañ ar bobl Arawak hag evit trevadenniñ an inizi. Krouiñ a reas kêr La Isabela en Hispaniola. Kantadoù a Arawaked a voe kaset gant Koulm da sklaved, daoust ma oa bet lavaret dezhañ gant ar Rouaned katolik e tlee skoulmañ darempredoù mat gant an henvroidi gant ar soñj ober kristenien anezho. Ar re eus ar sklaved a erruas e Spagn (kalz anezho a varvas e-pad ar veaj distro) a voe dieubet hag urzh a voe roet da gas anezho d’o inizi en-dro.

[kemmañ] An trede beaj

E-kerzh e drede beaj (1498-1500), Kristol Goulm a yeas betek douar-bras Amerika. Kuitaat a reas Sanlúcar de Barrameda d’an 30 a viz Mae 1498 ha tizhout a reas enez Trinidad. Ergerzhet a reas aod an douar-bras war-dro aber ar stêr Orinoco. Goude bezañ bet war inizi Trinidad ha Tobago, ez eas betek Hispaniola en-dro. Eno e voe adkavet gantañ an drevadennerien en doa lezet e-pad e eil beaj. Drouklaouen e oant peogwir ne oa ket ken pinvidik ar vro ha ma oant bet lakaet da grediñ ha peogwir e oa start an darempredoù gant an henvroidi. Klemm a voe savet a-enep Koulm gant trevadennerien ha kaset e voe Francisco de Bobadilla gant ar Rouaned katolik d’ober un enklask. Harzet e voe Koulm, lakaet ar c’hefioù dezhañ ha kaset e voe en-dro da Spagn. Ur wech en em gavet e Spagn e voe didamallet ha lezet da vont. Met koll a reas e ditl a lezroue ha ne zeuas morse a-benn da adc’hounit ar sked hag al lufr a oa bet gantañ. Ouzhpenn se e oa deuet ar Portugalad Vasco da Gama, e-keit-se, da vont war vor betek Indez, en ur ober tro Afrika dre ar su.

[kemmañ] An pevare beaj

Ur pevare beaj a reas Koulm koulskoude (1502-1504). Kuitaat ar reas Spagn d’an 11 a viz Mae 1502. Goude bezañ douaret en inizi Martinik, Hispaniola ha Jamaika, ez eas betek aodoù Kreiz Amerika. Bageal a reas a-hed arvor Honduras, Nicaragua, Costa Rica ha Panama. Goude bezañ taget gant henvroidi e Panama, e rankas ober hent war-zu Hispaniola, met peñse a reas war aod Jamaika. Eno e chomas Koulm hag e dud e-pad meur a viz, divouedet gant an naon, o c’hedal skoazell eus Hispaniola. A-benn ar fin e teuas ar skoazell hag e c’helljont distreiñ da Spagn. Erruout a rejont e Sanlúcar en-dro d’ar 7 a viz Du 1504.

[kemmañ] Dibenn e vuhez

Pa varvas Kristol Goulm d’an 20 a viz Mae 1506, e Valladolid, e oa pinvidik a-walc’h, daoust ma oa bet tennet e ditl a lezroue digantañ, gant an aour en doa kavet gant e dud war Hispaniola. Ha sur e oa c’hoazh e oa erruet war aod reter Azia.

[kemmañ] Levrlennadurezh

  • Filip Oillo, Levr bourzh ar veaj kentañ, Emb. Al Liamm. Kavet en deus mat an oberour ober gant an anv brezhonek Kristol Goulm.
  • Salvador de Madariaga, Vida del muy magnífico señor don Cristóbal Colón (1940); A zo bet troet e galleg.
Static Wikipedia 2008 (March - no images)

aa - ab - als - am - an - ang - ar - arc - as - bar - bat_smg - bi - bug - bxr - cho - co - cr - csb - cv - cy - eo - es - et - eu - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - frp - fur - fy - ga - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - jbo - jv - ka - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - ms - mt - mus - my - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nn - -

Static Wikipedia 2007 (no images)

aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -
https://www.classicistranieri.it - https://www.ebooksgratis.com - https://www.gutenbergaustralia.com - https://www.englishwikipedia.com - https://www.wikipediazim.com - https://www.wikisourcezim.com - https://www.projectgutenberg.net - https://www.projectgutenberg.es - https://www.radioascolto.com - https://www.debitoformativo.it - https://www.wikipediaforschools.org - https://www.projectgutenbergzim.com