Konan Iañ (dug Breizh)
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Konan Kentañ, lesanvet Konan an Tort, a voe dug Breizh betek e varv en emgann Konkerel, d'ar 27 a viz Mezheven 992). Mab e oa da Juhel Bérenger, kont Roazhon e voe adalek 970 ha duk Breizh eus 990 betek 992).
Dimeziñ a reas da Ermengarde, merc'h e amezeg Jafrez Iañ Anjev. Bugale o doe
- Jafrez (anvet diwar-lerc'h e dad-kozh a Anjev) a voe kont Roazhon ha dug Breizh
- Judit Breizh, a voe dugez Normandi.
Goude gallet kaout an dizober eus Wicohen a oa arc'heskob Dol hag en devoa lakaet e dad da blegañ d'e aotrouniezh, ez eas Konan da lakaat e grabanoù war Bro-Ereg gant skoazell Orskand a oa eskob Gwened (970-992).
Goude e aloubas kontelezh Naoned e 990 war-lerc'h marv ar c'hont Alan Breizh hag e embannas e oa duk Breizh.
Da goulz kadarnadur un donezon graet gantañ da abati Menez Mikael, d'an 28 a viz Gouhere 990, dirak holl eskibien Breizh, e kemeras an anv "priñs ar Vrezhoned".
Nec'het e oa e amezeg, ar c'hont Foulk III a Anjev, lesanvet Foulk Nerra, o welout beli e amezeg o kreskiñ.
( da genderc'hel)
En e raok: ? |
Rouaned ha Duged Breizh 980 – 992 |
War e lerc'h: Jafrez Iañ |