See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Karl Liebknecht - Wikipedia

Karl Liebknecht

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Karl Liebknecht
Karl Liebknecht

Karl Liebknecht (13 a viz Eost 1871, Leipzig; 15 a viz Genver 1919, Berlin) a oa ur c'homunour dispac'hour alaman, ezel eus SPD, evel e dad, anvet Wilhelm Liebknecht.

Buan e stourmas evit ma c'helfe ar re yaouank en em aozañ war dachenn ar politikerezh, ha dreist-holl a-enep d'ar soudardegezh. Abalamour d'e levr anvet Soudardegezh hag enep-soudardegezh e voe aozet ur prosez a-enep dezhañ, ha bac'het e voe. E-keit ma oa bac'het e voe dilennet kannad er Reichstag.


[kemmañ] E vuhez

A-raok ma krogfe ar Brezel Bed Kentañ e kemeras perzh en un tolpadeg a-enep d'ar brezel, aozet gant strolladoù sokial-demokratel beljian, gall hag alaman e Condé-sur-l'Escaut.

E miz Eost 1914 ec'h embannas e oa a-enep ar vot evit an dispignoù brezel, met asantiñ a reas memestra hag e heuliañ ali e strollad. E miz Kerzu 1914 e voe kentañ kannad ar Reichstag o votiñ a-enep an dispignoù-se, daoust da urzh e strollad politikel. Er bloaz goude e teuas a-benn da gendrec'hiñ ur c'hannad all, Otto Rühle e anv, ha diwezhatoc'h un ugent kannad sokialour bennak.

E penn-kentañ 1915 e savas, asambles Rosa Luxemburg, ar strollad spartakour. A-hed ar Brezel Bed Kentañ e sstourmas hag e tisplegas ne ranke ket an dud mont da stourm a-enep da broleterien ar broioù, met kentoc'h a-enep da vourc'hizien o bro dezho. Rediet e voe da ober e goñje, met nac'hañ a reas implijout un arm. Da geñver an emvod bet aozet gant ar strollad spartakour d'ar 1añ a viz Mae 1916 e tistagas ur brezegenn a-enep d'ar brezel, harzet e voe, tamallet e voe outañ bezañ un traitour, ha bac'het e voe. Dieubet e voe pa grogas dispac'h alaman miz Du 1918. Asambles gant Rosa Luxemburg e savs ar strollad komunour alaman (KPD). Embannet e voe Republik Weimar, met fellout a rae da Liebknecht ha da Luxemburg kaout ur republik sokialour.

E-kerzh an taol-dispac'h spartakour a-enp da c'houarnamanr sokial-demokratel Friedrich Ebert e voe prest da zegemer un emsavadeg armet. War ar poent-se e voe disemglev etrezañ ha Rosa Luxemburg. An daou anezho a voe harzet ha lazhet gant ar C'horfoù Frank d'ar 15 a viz Genver 1919, diwar urzh Gustav Noske, unan eus pennoù SPD. Hemañ en doa resevet an holl c'halloudoù digant prezidant ar Reich, Friedrich Ebert e anv.


Commons
Dafar ouzhpenn a-fed an tem-mañ a vez kavet e-barzh Wiki.Commons


aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -