Jakez Iañ (Bro-Saoz)
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Jakez Stuart (James Stuart pe Stewart pe Seumas Stiubhart e gouezeleg) (18 a viz Even 1566- 27 a viz Meurzh 1625). Mervel a reas en oad a 58 vloaz. Da gentañ e voe roue Bro-Skos gant an anv Jakez VI adalek 1567. Roue Bro-Saoz hag Iwerzhon e voe ivez gant an anv Jakez Iañ adalek 1603 (Roue Bro-Saoz e voe e-pad 22 vloaz), war-lerc'h Elesbet Iañ .
Mab Marie Stuart, rouanez ar Skosiz hag hec'h eil pried Herri Stuart , lord Darnley (1545-1567) (pe eus David Rizzio, sekretour prevez ar rouanez). Dilezel a reas he zron dezhañ d'ar 24 a viz Gouere 1567.