See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Imbourc'h (kelaouenn) - Wikipedia

Imbourc'h (kelaouenn)

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Imbourc'h zo ur gelaouenn bolitikel a studi diazezet gant Youenn Olier e dibenn 1969.

Taolenn

[kemmañ] Orin

Bez e voe da gentañ kelaouenn damgefridiel Emsav Ar Bobl Vrezhon (EBV), a oa un danvez strollad politikel anezhañ, a oa bet savet da heul disparti Youenn Olier ha Paol Kalvez eus Emsav Stadel Breizh (ESB).
Buan e voe savet ur skourr sevenadurel da EBV : Skol An Emsav. Arouezus eo anv ar gevredigezh-se : o diazezerien o doa c'hoant kas an danvez-stourmerien vrezhon d'ar "skol" a-raok maz afent d'ar "Bobl", evel ma vezed troet d'ober, goude darvoudoù 1968 e Pariz hag e Breizh.

Da heul 'Kendalc'h Skol an Emsav dalc'het e Gwengamp e 1974 e teuas an troc'h war-wel etre daou rumm a stourmerien. An hini "gozh", a oa begennelour, en ur zegemer a-grenn hêrezh Gwalarn ha SADED, pa gavas gwelloc'h an hini "yaouank", pellaat, 'mont d'ar Bobl', levezonet gant mennozhioù kleizelour deuet da heul 1968, o pellaat evel-se, tamm-ha-tamm, eus an hêrezh broadelour ha kristen, mui pe vui, a rene en Emsav betek-henn.

[kemmañ] Tuadur kristen ar gelaouenn diskleriet adalek 1974

E niverennoù kentañ ar gelaouenn e rank Youenn Olier reizhabegañ e c'hwitadenn gant SADED hag ESB, ha talañ e diabarzh Emsav ar Bobl vrezhon (EPV) nevez-savet gantañ ouzh an tuadur kleizelour a-berzh ar rummad yaouank. Goude 1974 e voe distaget Imbourc'h diouzh EPV ha SAE ha staget ouzh "Kristenion Breizh". Broadelour kristen e voe eta linenn-stur ar gelaouenn adalek neuze ha n'eo ket kemmet abaoe, nemet e vez meret gant Emglev An Tiegezhioù abaoe 2001. Chom a ra stag ar gelaouenn ouzh an tuadur "begennelour" oc'h arverañ gerioù SADED hag o krouiñ re all en ur embann tri geriadur eus ar brezhoneg arnevez. En e "Notennoù Politikel" e roio Youenn Olier e sell war an istor kempred, a viz da viz : istor an Emsav eveljust, hogen ivez hini an Iliz hag ar bed dre vras. Liesseurt kenañ eo ar pennadoù a-hend-all, alies war danvezioù diaes : Feizoniezh, Prederouriezh, Patrologiezh, Armerzhouriezh...

[kemmañ] Embannadurioù

Nebeut a skouerennoù (200 well-wazh) a vez tennet eus ar gelaouenn hag eus he embannadurioù, dre ziouer a goumananterion. Dister int da welout, rak moulet int hep tremen dre un ti-moulañ a vicher. Ouzhpenn tri metrad estajerennoù ul levraoueg a vez leuniet gant ar pezh a zo bet moulet etre 1969 ha 2005, pergen 25 levrenn eus Deizlevr Youenn Olier, Henlennegezh kristen (12 levrenn) Marsel Klerg hogen ivez Skol Walarn e div levrenn, embannet teir gwech, danevelloù,pezhioù-c'hoari, romantoù, pergen ar romant hirañ bet moulet biskoazh e brezhoneg, Enez Ar Vertuz.

[kemmañ] Kannadig Imbourc'h

Adalek 2000 e vez moulet "Kannadig Imbourc'h", a zeu er-maez bep daou viz.

[kemmañ] Kenskriverien ha skrivagnerien

Setu aze ur roll diglok eus an dud o deus skrivet er gelaouenn-se : Yann Mikael, Tepod Gwilhmod, Pol Kalvez, Youenn Olier, Maoris Ar C'hollo, Maodez Glanndour, Marsel Klerg, Youenn Troal, Fañch Kerrain, Pêr Even, Yann-Vari Bouessel du Bourg

[kemmañ] Liammoù diavaez

E yezhoù all


aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -