See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Maoris Ar C'hollo - Wikipedia

Maoris Ar C'hollo

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Ur beleg broadelour eus eskopti Kemper eo bet Maoris ar C'hollo (Maurice Colleau) ganet e 1921 ha marvet e 2003.

[kemmañ] Red-buhez

Goude ar brezel e voe lakaet da gure e parrez Skrigneg, hini Yann-Vari Perrot, a oa bet person eno. Diwar hengoun hemañ a-hend-all, e oa Maoris ar C'hollo deuet da vezañ ur broadelour eveltañ, en un amzer ha ne oa ket aes diskouez hag embann mennozioù a seurt-se ; dindan ur golo en doa goulennet digant Youenn Olier kas ar gelaouenn "An Avel" e 1945. Lakaet da gure en Edern ha Loperc'hed ez eas da berson Lambêr, tost d'e barrez ginidik, Plouarzhel. Diaezet gant ar gizioù nevez a oa bet degaset el liderezh hag er baskouriezh da heul adreizhoù ar Goursened diwezhañ, Vatikan II, er C'hwec'hkogn da vihanañ, ha diaezet ivez gant an disfiz a vaged en e eskopti ouzh ar v-broadelouriezh vrezhon a oa bet difennet gantañ a-hed e vuhez hag a-vihanik, koulz lavaret, evel ma plije dezhañ kontañ, en em dennet en doa e ti-retred ar veleion e Keraodren, e Brest. Diwar-neuze e kemeras perzh a-zevri e buhez Oaled Sant Erwan Brest, er gelaouenn Imbourc'h ha er bodedegoù miziek "Kristenion Breizh" a voe ur broud evitañ da skrivañ.


[kemmañ] Oberennoù

* "Misionoù e Breizh er seitekvet kantved" a zeuas er-maez e 1983.

* "Teologiezh an Dieubidigezh" , niv. 189 Imbourc'h 1984. Ar studiadenn-se a c'hoarveze evit darn eus un droidigezh diwar an destenn embannet gant "ar c'henstrollad sakr evit kelennerezh ar Feiz". Pouezus a-walc'h eo an diell-mañ diouzh m'en doa klasket krouiñ ur yezh o klotañ gant an destenn orin, evit darn amprestet digant Kis-Saded, dre ar gelaouenn Imbourc'h hag evit ar peurrest, tro pe dro, ijinet ha kinniget gant ar skrivagner e-unan ; hemañ, padal, a oa ur brezhoneger a-vihanik, hag a glaske chom an eeunañ ar gwellañ. Gwevn ha sklaer eo ivez ereadurezh e yezh en oberenn-mañ.

Dielloù diembann :

  • Un diell hir e galleg a zivout ar gwir o deus ar vrezhonegerion e dibenn en XXIvet kantved, e-keñver ar feiz kristen, da genderc'hel da gaout skoazell an Iliz en o yezh. Morse ne dizhas kaout a respont digant e eskob daoust d'e c'houlennoù.
  • Jeremiaz a voe troet gantañ e strollad troidigezh ar Bibl en-dro da v-Maodez Glanndour (diwar ar Bibl gresianek).


aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -