Giovanni Leonardo di Bona
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Giovanni Leonardo di Bona pe Giovanni Leonardo da Cutri (kavet e vez an daou anv; eilpennet e c’hell bout an anvioù bihan Giovanni ha Leonardo ivez), anavezet ivez dindan e lesanv Il Puttino ( Bugelig en italianeg) a zo bet ganet e 1542 e Cutro, Kalabria (Italia ) ha marvet e 1587.
Mestrc’hoarier echedoù italian.
[kemmañ] Buhez
Gober a reas e studi war ar gwir e Roma. E 1560, koll a reas ur match a-enep da Ruy López e Roma. Adalek 1566 ha 1572, beajiñ ha c’hoari a reas echedoù e Roma, Genova, Marselha ha Barcelona. Meur a wezh e c’hoarias a-enep da Baolo Boi en Italia: sellet e veze oute evel ouzh daou c’hoarier kevatal.
Giovanni Leonardo di Bona a voe trec’h er c’hentañ tournamant mistri etrebroadel anavezet en istor an echedoù e Madrid e 1575, pezh a lakaas anezhañ da vout ar c’hreñvañ mestrc’hoarier ag e amzer. Goude bezañ gounezet e Lez Roue Spagn, mont a reas Leonardo ha Paolo Boi da Lisbon. Eno e c’helljont diskouez o mailhoni war an echedoù a-enep da Il Moro, kampion ar Roue Sebastian a Bortugal. Trec’h e voent o daou a-enep dezhañ, Leonardo da gentañ, ha Paolo Boi buan war e-lerc’h.
Brokus e voe ar Roue Sebastian a Bortugal o c'haredoniñ Leonardo hag a voe lesanvet ar Marc’heger Baleant (Il Cavaliere errante) gantañ.
Goude e souradenn, Leonardo a zistroas da Italia d’ober e annez e Napoli, lec’h ma teuas da vout mestrc’hoarier echedoù ar Priñs a Visignano.
[kemmañ] Ul levr diwar e benn
- Alessandro Salvio, Il Puttino, 1634.
[kemmañ] Liammoù diavaez
E c'hoari e Chess Games:
E vuhez:
- {it} [3] .