Francesco I de' Medici
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Francesco I de' Medici (Firenze 1541-1587) a oa mab henañ de Cosimo I de' Medici hag Eleonora di Toledo e wreg. Dug-meurToskana e voe war-lerc'h e dad.
Ne oa ket troet-kaer gant ar politikerezh, ha plediñ a reas gant ar skiantoù, an alkimiezh, an tisavouriezh, ar c'hinklañ dreist pep tra.
Eñ an hini a grogas da zastum taolennoù en Ofisoù, ha d'ober e studiolo ». Giorgio Vasari an hini a reas war-dro sevel ha leuniañ anezhañ eus 1570 da 1572, er Palazzo Vecchio e Firenze.
E 1563 e voe anvet da gardinal hag ez eas da Roma. Gwarezer arzourien e voe, hervez doare e dad. Gantañ e voe kaeraet ar Villa Médicis a-benn goudoriñ e zastumadoù delwennoù klasel, a-raok ma voent kaset d'an Ofisoù.
[kemmañ] Dimeziñ
Dimeziñ a reas da Janed Aostria, pe Janed Habsbourg, nizez d'an Impalaer Karl V, ha pemp bugel o doe. Div verc'h a eas da wragez , en o zouez Maria de' Medici, a zimezas d'ar roue gall Herri IV
[kemmañ] Marv
Mervel a eure, war un dro gant Bianca d'an 19 a viz Here 1587, goude lonkañ kontamm. Lavaret ez eus bet e oa e vreur Ferdinand an hini a oa kiriek da se. E 2007 eo bet kadarnaet ar c'hontammadur, gant ur studienn embannet er British Medical Journal. [1]