Eleonora di Toledo
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Eleonora di Toledo (1519–1562), e spagnoleg Leonor de Toledo, anvet ivez a-wechoù Eleonora da Toledo, merc'h da b-Pedro Alvarez de Toledo, markiz Villafranca ha besroue Naplez, a zimezas da g-Cosimo I de' Medici hag a voe dugez Firenze.
Eurediñ a reas Eleonora da g-Cosimo I de' Medici e 1539, pa oa en he 17 vloaz. Edo Cosimo o klask ur bried d'e sikour da greñvaat e bouez politikel. He c'havout a reas gant merc'h nemeti besroue Naplez, eus un tiegezh pinvidik evel ar mor hag he zad unan eus an dud pouezusañ a oa en Itala d'ar poent. Gant an dimeziñ-se e teue en tiegezh Medici ar gwad uhel a vanke c'hoazh evit bezañ a live gant roueed Europa, hag ouzhpenn liammoù gant kurunenn Spagn, a dennfe he soudarded eus e zouaroù .
Ouzhpenn da se eo brudet Eleonora evel unan eus kaerañ merc'hed hec'h amzer: meleganez he daoulagad glas, he dremm un hirgelc'h disi, dous hec'h enebañs ha meurdez enni... Hoalusañ gwreg an tiegezh abaoe Lucrezia Tornabuoni.
Gant he zad e voe kaset da Firenze da lidañ an eured . Eno en em gavas gant danvez he fried, en e ugent vloaz, evit ar wech kentañ e villa di Poggio a Caiano. Graet e voe an eured war an ton bras en iliz Santa Maria Novella, ha fest a voe war-lerc'h
[kemmañ] He bugale
A-raok-se e oa bet lignez Medici e dañjer da vont da get. Pa oa bet roet ur pennhêr, hag un dornad hêred all, d'he fried, ha merc'hed a roje tro da ober dimezioù talvoudus gant tiegezhioù bras eus Italia pe broioù all, e voe digoret ur marevezh a beoc'h hag a stabilded e dugelezh Toskana. Daou eus he mibien, Francesco ha Ferdinando, a renas evel Duked.
Unnek bugel o doe Cosimo hag Eleonora, ha pemp mab (Francesco, Giovanni, Garzia, Ferdinando, ha Pietro) ha ne varvjont ket en-bugale. Da neuze , abalamour d'an dorzhellegezh a veze o ren e Firenze, ez ae tud uhel kêr d'ober chomadennoù war an aod, met eno e oa un dañjer all, hini ar malaria. Evel-se e varvas Maria, Giovanni ha Garzia. Tri a varvas en-bihanik. Francesco ha Lucrezia a varvas e barr o brud, gant ar c'hontamm moarvat (a zo bet prouet evit Francesco e dibenn ar bloaz 2006. Isabella a voe krouget gant he gwaz. Pietro, a lazhas e wreg, n'en doe ken bugale nemet besterd. N'eus nemet war anv Ferdinando ne deuas ket brud fall.
Skeudenn | Anv | Ganet | Marvet | Oad an den pa varvas | Penaos e varvas |
---|---|---|---|---|---|
|
3 aprile 1540 | 19 novembre 1557 | 17 | Marvet gant ar malaria | |
Skeudenn:Francesco I de' Medici.jpg |
|
25 marzo 1541 | 19 ottobre 1587 | 46 | Eurediñ a reas da Giovanna d'Austria ha war-lerc'h da Bianca Cappello. |
|
31 agosto 1542 | 15 luglio 1576 | 34 | Krouget e voe gant he fried, Paolo Giordano Orsini | |
|
29 settembre 1543 | 20 novembre 1562 | 19 | Kardinal, marvet gant ar malaria | |
|
14 febbraio1545 | 21 aprile1561 | 16 | Sposò Alfonso d'Este, duca di Ferrara, esistono sospetti che sia stata avvelenata dal marito | |
|
10 agosto 1546 | 9 giugno 1547 | 10 mesi | ||
|
5 luglio 1547 | 12 dicembre1562 | 15 | Marvet gant ar malaria | |
|
1° luglio 1548 | 1548 | 0 | ||
|
30 luglio 1549 | 17 febbraio 1609 | 60 | Già cardinale, sposò Cristina di Lorena | |
|
10 marzo 1553 | 6 agosto 1553 | Tost da 5 miz | ||
|
3 giugno 1554 | 25 aprile 1604 | 50 | Sposò Dianora di Toledo e la uccise per adulterio; si risposò nel 1593 con Beatriz de Meneses |
[kemmañ] Poltred
Ur poltred all zo anezhi diwar zorn Bronzino: Eleonora Toledo hag he mab.