Frañsez II (Breizh)
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Dug Breizh e oa Frañsez II. Ganet e oa bet e Klison d'an 23 a viz Mezheven 1433 (pe 1435?) ha marvet e Koeron d'an 9 a viz Gwengolo 1488. Anvet e oa bet da zug war-lerc'h marv Arzhur III e 1458. Mab e oa da Richard, kont Etampes, ha mab-bihan da Yann V, dug Breizh.
Dimezet e voe gant e geniterv Marc'harid a Vreizh da gentañ. Bevañ a rae ganti hag e bried kleiz Antoinette de la Maignelais hag o bugale e kastell Naoned, lakaet sevel gantañ. Neuze e timezas gant Marc'harid a Foix, priñsez a Navarra, ha ganti en doe div verc'h, Anna hag Isabeau a varvas yaouankik.
[kemmañ] Politikerezh diabarzh (da sevel)
- Rohan
- Chauvin
- Pierre Landais
- Skol-veur Naoned
- Breujoù Breizh
- Jean Meschinot.
[kemmañ] Politikerezh diavaez
Delc'her a reas da astenn e c'halloud pa glaske rouaned Bro-C'hall lakaat o c'hrabanoù war e zugelezh.
Rankout a reas stourm ouzh ar roue gall Loeiz XI da gentañ, hag ouzh e verc'h goude-se. Pa oa minor Charlez VIII , da lavarout eo re yaouank da ren e-unan, e reas emglev gant dug Orleañs ha kont Angoulême evit en em sevel a-enep al lezrouanez Anne de Beaujeu.
Ne c'hellas ket mirout ouzh ar roue Charlez VIII a vezañ trec'h war e lu en emgann Sant Albin an Hiliber e 1488. Miz war-lerc'h e kouezhas an dug diwar e varc'h e-pad ur valeadenn hag e varvas.
Tri bloaz goude e voe rediet e verc'h, an dugez Anna, ha hi ur grennardez 14 vloaz c'hoazh, da zimeziñ gant ar roue gall Charlez VIII.
En e raok: Arzhur III |
Rouaned ha Duged Breizh 1458 – 1488 |
War e lerc'h: Anna Breizh |