Ernest Rutherford
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ernest Rutherford (30 a viz eost 1871 - 19 a viz here 1937) a oa ur fizikour saoz.
Ganet e oa bet e Brightwater, e-kichen Nelson e Zeland Nevez, m'en-doa studiet ar Fizik hag ar jedoniezh. E 1895 e tvroas da Breden da genderc'hel e studioù e Cambridge. E 1898 e yeas da gelenner e Montreal (Kanada) hag e 1907 e voe anvet e Manchester. E 1908 e gounezas-eñv ar preiz Nobel Kimiezh. E 1919 e yeas da benn laboratouer Cavendish e Cambridge hag e 1931 e tegemeras an titl a Lord Rutherford of Nelson. E Cambridge eo marvet.
Brudet eo evit e labour diwar-benn an atom dreist-holl. Abalamour d'e studioù diwar-benn ar skinoberiantiz e vez barnet evel unan eus an diazezerien eus ar fizik nukleel.