See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Erminig - Wikipedia

Erminig

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Erminig

M. erminea

Kudenn ebet (LR/lc)
Rummatadur klasel
Riezad : Loened
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Vertebrata
Urzhiad : Carnivora
Kerentiad : Mustelidae
Iskerentiad : Mustelinae
Genad : Mustela
Anv skiantel
Mustela erminea
Linnaeus, 1758
Ar pennad-mañ a denn d'ar
vevoniezh



An erminig (mustela erminea) a zo un aneval eus kerentiad ar mustelidae. Ur c'higdebrer bihan eo na ya ket da vrasoc'h eget 30 cm. Debriñ a ra konklied, skrignerien, bronneged vihan, evned hag o vioù. Argadiñ a c'hell ivez pesked ha raned pe zoken amprevaned. Mat tre e pign er gwez ha diouto e c'hell disken, e benn da gentañ evel ur gwiñver.

Barrek eo an erminig da lazhañ anevaled vrasoc'h egentañ e-unan. Pa vez muioc'h kig gantañ eget ma c'hell debriñ e vir anezhañ en ul lec'h kuzh. Evel ar mustelidae all e lazh e breizhoù dre zentañ diaz o c'hlopenn, lec'h m'emañ darn an empenn a gontrol an anal.

E meur a rannvro rann e annez gant ar gaerell hag he-deus an hevelep doare bevañ. Bihan niver eo neuze. Pa n'eus kaerell ebet e vez bihanoc'h an erminig (war-dro 70 g).

Kavout a reer an erminig er rannvroioù klouar ha yen Europa, Azia hag Amerika an norzh; Emporzhiet e oa bet e Zeland Nevez da stourm ouzh ar gonikled. Da noazus eo aet, avat, peogwir e hemolc'h evned ar vro ha debriñ a ra o vioù. Daoust ma vev e rannvroioù yen en deus ur c'horf hir na vir ket mat an tommder. E gorf hir a ro tro dezhañ da heuliañ e breizhoù en o douarenn.

Ur blevad gell en deus met da wenn e ya e-pad ar goañv er rannvroioù ma vez erc'h. Penn e lost a chom du e-pad ar bloavez a-bezh, avat. E implijout a ra evel un touell evit e breizherien moarvat.

Tachennadel eo an ermining ha difenn a raio e dachennad ouzh izili all e spesad e-unan, dreist holl ar re eus an hevelep reizh. Meur a zouarenn en deus ar peurliesañ. Ne gleuz ket anezho, avat. Kemerout a ra anezho digant e breizh. Estreget e-pad an amzer-barañ e vev gantañ e-unanig. Ur wech pep bloavezh en em c'houen. Ar barrezed a bar gant meur a bar hag ar re-mañ na gemeront perzh ebet e desavadur ar venned. Hir tre eo an dougen (11 mizvezh) peogwir dizalet e vez annezadur ar grouell er mammoù.

Un aneval-noz e vez an erminig met gallout a ra mont er-maez e-pad an deiz ivez. Dre e c'hwesha e kav e breizhoù dreist holl.

[kemmañ] Arouez hag ardamez

Er Grennamzer e veze doñvaet an erminigoù, ha profet d'ar merc'hed. Arouez Breizh ez eo deuet da vezañ an erminig, he adkavout a raer unnek gwech war ar Gwenn-ha-du.

[kemmañ] Liammoù diavaez

An erminig, hervez Animal Diversity Web


aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -