See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Erinied - Wikipedia

Erinied

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Div Erinienn, en ul levr eus  an XIXvet kantved, treset diwar ul lestr eus Hellaz kozh
Div Erinienn, en ul levr eus an XIXvet kantved, treset diwar ul lestr eus Hellaz kozh

An Erinied a oa teir c'hoar, evel alies e relijion Hellaz kozh, a oa o c'hefridi heskinañ ar re a dorre urzh vat ar bed, an dorfedourien a bep seurt.

Korfoù askellek a oa dezho, naered war o fennoù, ha skourjezoù ha flammerennoù a veze ganto.

Taolenn

[kemmañ] O anvioù

E gregach e oant Ἐρινύες/ Erinúes, eus ar verb ἐρίνειν / erínein, a dalv kement ha « heskinañ».

N'eo ket sur pet a oa anezho, met hervez Vergilius ne oant nemet teir:

  • Alekto, an Hini Didruez
  • Tisifone, an Dialerez
  • ha Megaira, ar Sorserez. Dont a ra ar ger gallek Mégère eus anv an hini diwezhañ.

An Eumenided a veze graet anezho ivez, e gregach Εὐμενίδες / Eumenídes, « ar madoberourezed»), ur ger a veze lavaret gant aon da lavarout o gwir anv.

Hervez ar vojenn e vez graet an anv-se anezho abaoe barn Orestes gant an Aréopage (gwelout amañ izeloc'h). En Aten e veze lavaret ivez σεμναὶ θεαί / semnaì theaí, « doueezed enorus». Un anv all a veze graet anezho c'hoazh: χθόνιαι θεαί / chthóniai theaí, « doueezed ifernus ».

Klotañ a reont gant Merc'hed ar Gonnar ( Furiae pe Diræ e latin) e Roma gozh. Konnarverc'hed, a gaver e Geriadur Vallée ("furie").

[kemmañ] O lignez

  • Merc'hed Gaia e oant, diwar gwad Ouranos a oa bet muturniet, hervez Hesiodos.
  • Hervez Epimenides e oant c'hoarezed d'ar Moirai, a oa merc'hed da g-Kronos ha da Eurinome.
  • Hervez Eschyle e oant merc'hed da Niks (an Noz).
  • Hervez Sofokles e oant merc'hed Gaia ha Skotos, an Deñvalijenn

[kemmañ] O fouez

Dre ma oant doueezed kozh ne oant ket dindan Zeus. O chom e oant en Erebos (pe en Tartar, hervez an oberourien), er bed dindanomp, o tiskuizhañ da c'hortoz bezañ galvet war an Douar. Goude ma'zint a orin doueel ne blijont ket nemeur da z-Doueed an Olimp, gouzañvet int ganto, ha netra ken. An dud avat o devez aon razo. Se zo kaoz, dre ma tec'her razo atav, dre ma fell dezho bezañ anavezet ivez, e plegont da varnadenn Atena e pezh Eschyle, en desped d'o c'hoant diwalc'hus a zial.


[kemmañ] Trajedienn Aesc'hulos

Morc'hed Orestis, gant William Bouguereau (1862)
Morc'hed Orestis, gant William Bouguereau (1862)

En Eumenidezed gant Aesc'hulos, trede pezh an Orestia, emañ Merc'hed ar Gonnar, an Erinied, war-lerc'h Orestis.

[kemmañ] Pennadoù kar

[kemmañ] Liamm diavaez

Commons
Dafar ouzhpenn a-fet an tem-mañ a vez kavet e-barzh Wiki Commons


aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -