Diktatouriezh ar broleteriezh
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Diktatouriezh ar broleteriezh pe diktatouriezh ar broleterien eo ar bazenn ret tremen drezi a-benn sevel ar gomunouriezh hervez ar gelennadurezh roet gant Karl Marx hag Engels da feizidi ar gomunouriezh.
Kumun Pariz e 1871 a oa, hervez Friedrich Engels, kentañ pleustradenn ar gredenn e-barzh an dikatouriezh-se.
hervez Bonreizh Rusia e 1918 (a-raok na veze anvet Unaniezh sovietek), e oa o lakaat e pleustr diktatouriezh ar broleterien [3]. Met tennet e vo ar gerioù-se eus Bonreizh 1936.
Koulskoude ez eus bet kalz marksourien o lavaret ne oa an URSS nag un Diktatouriezh ar broleteriezh nag ur « stad a sokialouriezh », met un Diktatouriezh war ar broleteriezh, hag a-wechoù ur vro a gapitalouriezh-stad[4].