Daidalos
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Daidalos (en henc'hresianeg Δαίδαλος, Daídalos) den eus ar vitologiezh c'hresian. Brudet eo evit bezañ bet un tisavour bras, evit bezañ ijinet ar Milendall e lec'h ma oa bac'het ar Minotaor.
Pa glaskas ar rouanez Pasifae an doare d'en em barañ gant Tarv Kretae teuas a-benn gant skoazell Daidalos. Hemañ a savas ur vuoc'h faos eviti gant ur stern koad goloet gant ur c'hroc'hen buoc'h. Goullo e oa ar vuoc'h faos ha Pasifae a guzhas e-barzh. Lakaet e voe en ur prad ma veze Tarv Kreta o peuriñ hag hemañ a c'holoas ar rouanez kuzhet dindan ar c'hroc'hen.
Hervez un hengoun na oa ket gwall ledet hag a zo danevellet gant Diodoros Sikilia e vije bet skoazellet Daidalos hag e vab Ikaros gant pasifae evit kuitat an enezenn war vourzh ur vag abalamour da dec'hout fulor Minos.