Ikaros
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ikaros ( Ἴκαρος /Ikaros e gregach) a oa mab an tisavour Daidalos hag ur sklavez kretat. Anavezet eo dreist-holl abalamour m'en doa nijet re dost d'an heol.
Taolenn |
[kemmañ] Mojenn
Ikaros hag e vab a oa o klask tec'hout rak fulor ar roue Minos. Bac'het e oant er Milendall goude tec'h Teseüs[1].
Hervez doare anavezetañ ar vojenn, Daidalos a savas eskell, heñvel ouzh re al laboused, gant pluñv ha koar. Kenteliañ a reas e vab ha berzañ outañ tostaat d'an heol met Ikaros, trevariet e spered gant e nijadenn, a bignas re uhel. Tostaat a reas d'an heol a lakaas ar c'hoar a zalc'he e eskell en o stumm da deuziñ tamm-ha-tamm. A-benn ar fin e torrjont hag e kouezhas er mor.
[kemmañ] gwelet ivez
- Daidalos
- An daolenn Lamm Ikaros gant Pieter Brueghel gozh
- Ar Milendall
[kemmañ] Liammoù diavaez
- Daidalos hag Ikaros hervez Metamorfozoù Ovidius,testenn ha displegadennoù.