Constans
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Flavius Julius Constans (320-350), ganet e Konstantinopl, a oa impalaer Roman eus 337 da 350. Mab yaouankañ Constantinus I e oa Constans. E vamm a oa Fausta, eil gwreg Constantinus. Daou vreur koshoc'h en doa.
Savet e voe da Caesar (= eil impalaer) gant e dad, d'an oad a 13 vloaz, d'an 25 a viz Du 333, ha da Augustus ( = impalaer) d'an 9 a viz Gwengolo 337. En deiz-se e voe rannet an Impalaeriezh etre e zaou vreur all, Constantinus II ha Constantius II, hag eñ. Dezhañ e tegouezhas Italia , Pannonia hag Africa .
Constantinus II, mestr e Galia, Spagn hag Enez Vreizh, a aloubas Italia e 340, met trec'het e voe gant Constans en Aquileia, ma varvas Constantinus. E 341-2, ez eas Constans d'ober un droiad brezel ouzh ar Franked hag e penn kentañ 343 e reas un dro da Enez Vreizh.
[kemmañ] Liammoù
- DiMaio, Michael, "Constans I (337-350 A.D.)", De Imperatoribus Romanis site.