Chennai
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
ಬೆಂಗಳೂರು - Chennai |
|
---|---|
Riez | India |
Stad | Tamil Nadu |
Rannvro (distrikt) | Bangalore Urban |
Uhelder | - 6 m |
Gorread | 1,180 km² |
Hed | 80.27° R |
Led | 13.09° N |
Poblañs | 7,6 milion (2006) |
Stankter | 5,847/km² |
Kod post | 600 xxxxx |
Kod pellgomz | +91 44 |
Chennai (Tamil: சென்னை, LFE: [ˈtʃenːɛi], 'Tchennei' hervez doare-skrivañ ar brezhoneg), anavezet a-raok gant an anv "Madras" a zo kêr-benn Stad Tamil Nadu en India hag an pevare kêr vrasañ eus ar vro. Lec'hiet emañ war Aod Coromandel, e Pleg-mor Bengal. Gant ur boblañs eus 7,6 milion ag annezidi ez eo ar 36vet kêr vrasañ er bed.
Ur greizenn genwerzhel ha c'hreanterel vras eo ar gêr. Brudet eo evit he legadenn sevenadurel hag hec'h azeuldioù. Kêrbenn greanterezh an c'hirri-tan en India eo. He zraezh pennañ Traezh Marina a zo unan eus ar re hirañ er bed gant 12 km.
Herberc'hañ a ra Chennai ar c'henstriverezh tennis nemetañ en India.
Taolenn |
[kemmañ] Orin an anv
Dont a ra an anv Madras eus Madraspatnam, al lec'h choazet gant Kevread Predenek Indez ar Reter da sevel ur gêr-werzh e 1639. En he c'hichen ez eus ur gêr vihan arall Chennapatnam. Kendeuzet e voe an div gêr ha tra ma veze ar saozon oc'h ober gant Madras e implije tud ar vro Chennapatnam pe Chennapuri. Ur gêr telugueg eo "Chennu". Talvezout a ra "brav" ha neuze, 'Chennapuri a dalvez "Kêr Vrav".
Adanvet e voe ar gêr Chennai e miz eost 1996 peogwir e kav a ra da dud ar vro e oa portugaleg e orin. Krediñ a reer e teu eus anv un trevadenner portugaleg Madre de Sois erruet er vro war-dro 1500.
[kemmañ] Istor
Ur greizenn genverzhel, velestradurel, vilourel hag armerzhel vras e oa rannvro Chennai adalek ar 1añ kantved. Reolet e oa gant rouantelezhioù ar Pallava, Chola, Pandya ha gant Impalaeriezh Vijaynagar. Kêr Mylapore, hag a zo ur c'harter Chennai hizi, a oa ur porzh pouezus e amzer rouantelezh Pallava.
[kemmañ] Portugaliz Hag Izelvroiz
Pa erruas Portugaliz e 1522 e savjont ur porzh a anvjont São Tomé, hervez Sant Toma, abostol an Indez,, hag en-defe prezeget aze etre 52 ha 70.
E 1612 e yeas ar rannvro gant an Izelvroiz. E Pulikat en em staljont
D'ar 22 miz Eost 1639 e roas Damerla Venkatadri, Nayak Vandavasi, tirioù Gevread Predennek Indezioù ar Reter evito da savat ur gêr-werzh enno. Madrasemen e voe anvet, war a greder. Ur bloaz diwezhatoc'h e vot savet Fort Saint-George hag a yeas da greizenn ar gêr drevadennel.
[kemmañ] Gallaoued e-pad tri bloaz
E 1746 e voe aloubet Fort St George ha Madras gant ar c'halloued. Preizhañ a rejont ar gêr hag ar c'heriadennoù nesañ.
Adgounid a reas ar saozon kontrol ar gêr e 1749 goude Feur-skrid Aac'hen; Ne oa ket padet dalc'h ar C'hallaoued nemet tri bloaz eta.
[kemmañ] Saozon
He mogeriañ a rejont evit he gwareziñ ouzh argasadeg ar c'halloued pe Hyder Ali, Sultan Mysore. E fin an XVIIvet kantved o-doa staget ar saozon darn vrasañ an tirioù war-dro Tamil-Nadu hag ar pezh a zo hiziv Andhra Pradesh ha Karnataka. Prezidantelezh Madras, a oa Madras he c'hêrbenn, a savjont.
Dindan gouarnamant saoz e yeas Madras d'ur gêr vras ha d'ur porzh pouezus. Goude erruidigezh en hent-houarn en India, e-pad an XIXvet kantved e voe liammet ouzh kerioù bras arall evel Mumbai pe Kolkata. Ar gêr Indiat argaset gant Alamagne e-pad ar brezel bed kentañ e oa. Bombezañ a ra ar morreder skañv SMS Emden ur mirlec'h eoul-maen. Goude dieubidigezh ar vro e yeas Madras da gêrbenn Stad Madras a voe adanvet Tamil Nadu e 1969.
[kemmañ] Douaroniezh
Da 13.04° N 80.17° R emañ lec'hiet Chennai biz Tamil Nadu e gevred India. Lec'hiet emañ en ur gompezenn aodel, Kompezenn-aod ar Reter hec'h anv. Un uhelder krenn a 6 m he-deus ar gêr hag he lec'h uhelañ a dizh 60 m hepken. Div stêr a dreuz Chennai, Cooum River e kreiz ar gêr ha Adyar River er su.
Kerioù bras India |
---|
Bangalore • Chennai • Delhi • Hyderabad • Kolkata • Mumbai |
I- Trevadennoù, gwarezvelioù pe perc'henniezhioù gall kozh :
Afrika & Meurvor Indez : Maghrib (Aljeria, Maroko, Tunizia) • Inizi Arguim (a-vaez da Varoko) • Afrika C'hall ar C'hornôg (Aod-an-Olifant, Dahomey, Soudan c'hall (Mali), Ginea, Maouritania, Niger, Senegal, Volta-Uhel) & Togo c'hall & Enez James (Gambia) • Afrika C'hall ar Reter (Tchad, Gabon, Kreiz Kongo, Oubangi-Chari) • Djibouti • Komorez (Anjouan) • Madagaskar • Inizi Mascareigne : Enez Frañs (Moris) & Sechelez
An Amerikaoù (Trevadennoù gall en Amerika) : Frañs Nevez (Akadia, Louiziana, Kebek, An Douar-Nevez) • Inini • Berbice • Haiti & Santo Domingo • Tobago • Inizi Gwerc'h (darn)
Azia : Alaouit • Proviñs Hatay • Sri Lanka • Indez Frañs (Chandernagore, Aod Koromandel • Chennai • Malabar, Mahe, Pondichery, Karaikal, Yanaon) • Kwangchowan (Sina) • Indezsina (Annam, Cochinchina, Kambodja, Laos, Tonkin)
Antarktika & Oseania: Kaledonia-Nevez • Hebridez Nevez (Vanuatu hiziv) • Frañs Antartika
II- Tiriadoù ha perc'henniezhioù tramor a-hiziv
Gwiana c'hall • Polinezia c'hall • Gwadaloup • Martinik • Mayotte • Kaledonia-Nevez • Ar Reünion (gwechall Enez Vourbon)