See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Kaozeadenn Implijer:Ch. Rogel - Wikipedia

Kaozeadenn Implijer:Ch. Rogel

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Taolenn

[kemmañ] Merour nevez

Ar blijadur em eus kemenn dit ez out bet dilennet hiziv evel pempvet merour ar wikipedia brezhoneg. Gwellañ gourc'hemennoù! Benoni 14 Kzu 2006 da 23:44 (UTC)

Salut. Evit goulenn an oustilhoù merour eo ret mont amañ: [1]. A galon, Benoni 26 Kzu 2006 da 00:21 (UTC)

Gallout a ri ober pezh a gari d'ar pennadoù boulc'het, kendalc'het, paouezet ganin: n'in ket d'o lenn ken. Leun ma botoù gant doareoù chefed vihan ha ne reont nemet klask lakaat skoilh ouzh al labour. Bianchi-Bihan 25 Kzu 2006 da 17:53 (UTC)

[kemmañ] sysop

According to the vote on [2] and your request on meta, you have been granted a sysopflag here. Congratulations and success. m:user:effeietsanders 26 Kzu 2006 da 18:46 (UTC)


[kemmañ] afer anvioù brezhonek planedennoù zo

Kaset eo bt ar gerig-mañ d'an holl dud bet roet o soñj betek-hen diwar-benn afer anvioù ar planedennoù e brezhoneg. a-raok mont pelloc'h e fell din disklêrian ec'h eo ingal din ez personel penaos e vo graet eus ar blanadenn-mañ'r-blanedenn e brezhoneg rak n'on ket ur mailh war an tachenn ar steredoniezh na tamm ebet. Chalet on un tammig avat gant ar prim ma c'hell an traoù vont war hent an tagadennoù personel e lec'h sevel arguzennoù poellek evit difenn sav-poent pep hini. Goût mat a ran an aezet e c'hell bezañ tagañ ha bezañ taget, peurliesañ hep ober a-ratozh dreist-holl pa vez kemmet, a-wezhoù re vuan all, titl ur pennad bet savet ganit... Setu e kinnigan kregiñ ar vloavezh-mañ gant ur spered kenlabour pozitivel: pa vez kemmet titl ur pennad pe c'hoazh ar c'heriaoueg bet implijet gant unan bennaket bet krouet ur pennad gantañ/i (da lâret eo an aozer-pennañ), ha dreist-holl m'eo bet savet meur a bennad ganta/i war an dachenn-se, kentoc'h evit mont diouzhtu da digemmañ-adkemmañ titl ar pennad-se e vefe gwelloc'h mont da displegañ perak n'eur ket a-du gant ar c'hemm war ar bajnn gaozeal stag ouzh ar pennad-se ha/pe mont e darempred gant an hini en/he doa kemmet ar pennad oc'h eilañ war e bajenn gaozeal an evezhiadennoù-se. Bewech ma sav ur gudenn a-seurt-se e c'heller mont e darempred gant ur merour evit goulenn e ali digantañ, met fur e vefe chom a-sav da gemmañ-adkemmañ an traoù keit ha ma ne deuer ket a-benn da dizhout ur c'henemglev. Pa vez displeget arguzenniñ pep hini e ranker klask arguzenniñ en un doare poellek atav, hep fuloriñ hag hep tagañ tud all en un doare personel. Bez' e c'heller bezañ a-enep da sav-poent unan bennak, zoken ar re sotañ. hep o zagañ ez-personel. Evit achuiñ, fellout a ra din ivez lâret e kav din o devez implijerion/ezed zo re a aon rak ar verourion. E gwirionez n'int nemet implijerion/ezed orin gante un nebeud galloudoù ispisial (nebud-tre e gwirionez hag hepte ne vefe ket tu d'ar raktres en em difenn rak taolioù-vandalerezh. Aze emaint evit sikour an dud, ha n'eo ket evit feukiñ anezhe. Ar gwir o dvez ar verourion avat, dres evel an implijerion/ezed all, da gemer perzh e pep kaozeadenn hervez o c'hoantoù, met ma kemeront perzh n'hallont ket lakaat da dalvezout o gwirioù-merañ war an aferioù resis-se. Ra vo kavet un diskoul evit afer anvioù ar planedennoù. A galon,Merour (Neal) (Kaozeal) 10 Gen 2007 da 16:07 (UTC)

[kemmañ] etrefas

  • Keloù evit ar verourien : Setu a-benn ar fin, echuet eo treiñ an etrefas ganin. Adveret em eus tost pep tra hag adtroet tout ar pezh a oa bet kollet er bloaz paseet. A-benn ar fin, n'eus ket kalz yezhoù eo klok o etrefas! Kavet em eus un doare da labourat war-eeun gant un diorrour. Aesoc'h eo, met pebezh labour torr-penn ! En devezhioù a zeu e tlefe an traoù dont war wel. Klask a rin gwelet penaos gwellaat ar bloc'had skridaozañ bremañ. Fulup 24 Gen 2007 da 21:59 (UTC)

[kemmañ] Kudenn gant un implijer hag a zo merour en degouezh

Salud dit. Neal, merour, en doa skrivet kement-mañ din an deiz all : «(...) Setu e kinnigan kregiñ ar vloavezh-mañ gant ur spered kenlabour pozitivel: pa vez kemmet titl ur pennad pe c'hoazh ar c'heriaoueg bet implijet gant unan bennaket bet krouet ur pennad gantañ/i (da lâret eo an aozer-pennañ), ha dreist-holl m'eo bet savet meur a bennad ganta/i war an dachenn-se, kentoc'h evit mont diouzhtu da digemmañ-adkemmañ titl ar pennad-se e vefe gwelloc'h mont da displegañ perak n'eur ket a-du gant ar c'hemm war ar bajnn gaozeal stag ouzh ar pennad-se ha/pe mont e darempred gant an hini en/he doa kemmet ar pennad oc'h eilañ war e bajenn gaozeal an evezhiadennoù-se. Bewech ma sav ur gudenn a-seurt-se e c'heller mont e darempred gant ur merour evit goulenn e ali digantañ, met fur e vefe chom a-sav da gemmañ-adkemmañ an traoù keit ha ma ne deuer ket a-benn da dizhout ur c'henemglev. (…) » Mat eo din ober hervez e soñj ha tremen dre ar verourien pa sav kudennoù met penaos e rin-me bremann, pa'z eo ur merour end-eeun a ya da cheñch an titl diouzh e intrudu e-unan (evit Ceres en degouezh-mañ), a-us d'an implijerien all emañ ar verourien eta ? Dizale moarvat ez ay Nix da Noz evit bezañ diboell da vat hag heuilhañ dibab ur pennad nevez savet gant unan amañ. Goulenn a ran ganit e vefe distroet d'ar stumm Ceres evit ar blanedenn, pa ne gavan ket sirius an arguzenn "anv an doue a zo evel-se neuze e vo anv ar blanedenn evel-se" (n'eo ket reolennoù aozadur ofisiel anvadurioù an egor, n'eus forzh penaos). A galon. Iskomandant Marc'heg 30 Gen 2007 da 15:41 (UTC)

Ur c'hendiviz a oa bet war bajenn kaozeal Keres (planedenn gorr) e pad pell, hag e oa sklaer ali ar muiañ niver. Siwazh da Iskomandant Marc'heg ne oa ket a-du ar muiañ niver gantañ. Gortozet 'm eus dek devezh goude fin an divizoù kenkas na vije deuet war well alioù nevez. Ne welan ket petra a c'hellfe Iskomandant Marc'heg rebech din e gwirionez, pe neuze e rank lavar eo arabat da virviken kemm anv ur pennad...Benoni 30 Gen 2007 da 16:09 (UTC)

[kemmañ] Implijerien faos

Kalz tud a c'hoari krouiñ ur c'hont war ar wikipedia brezhoneg just 'vit ober un dastumadeg kontoù, met hep kemer perzh gwech ebet: ne ouezont ket brezhoneg zoken. An hini diwezhañ : Implijer:Scooter. Daoust hag e vez dalc'het seurt kontoù faos? Pe daoust hag-eñ ne vije ket gwelloc'h o diverkañ?Benoni 3 C'hwe 2007 da 18:40 (UTC)

[kemmañ] Kemennadenn kaset d'un implijet evel merour

Amañ e kavi testenn eilet ur geriag am eus kaset evel merour da v-Bianchi-Bihan a-divout kudenn an doare bet divizet betek hen d'ober war ar Wikiepdia-mañ evit ar pezh a sell ouzh an anvioù vivoutin gresianek. Pedet out ivez evel-just da reiñ da soñj koulz war ar gerig bet kaset d'an implijer-se war eeun ha war kudenn an treuzskrivañ dre vras.

[kemmañ] Treuzskrivadur anvioù divoutin gresianek

Goût mat a ran n'eo ket bet tizhet c'hoazh ur c'henemglev hollek war an dachenn-mañ, met keit ha ne vo ket bet tizhet e pedan ac'hanout da doujañ ouzh an damemglev da c'hortoz o tennañ d'an diforc'h etre theta (Θ, θ) ( > th) ha tau (Τ, τ) ( > t) diouzh un tu hag upsilon (Υ, υ) ( > y) hag iota (Ι, ι) ( > i) evit an anvioù divoutin gresianek d'an nebeutañ. Reuz 'zo bet war an dachenn-mañ dija ha d'am soñj ne vefe ket yac'h mont re bell ganti ur wezh all c'hoazh. Marteze a-walc'h n'out ket a-du gant an dibaboù bet graet betek-hen na gant an niver a dud bet kemeret perzh en divizoù war an dachenn-mañ, met nac'het ec'h eus reiñ da ali daoust ha m'out bet pedet ez personel ha meur a wezh lâret da soñj ha n'eo ket peogwir e van unan bennak er-maez eus ur c'hendiviz ma c'hell chom hep doujañ ouzh ar c'henemglevioù (da c'hotoz pe da vat) tizhet. Gwell e vefe din ma vefe tu da dizhout un emglev ganit-te abalamour dresit-holl d'an niver a bennadoù bet savet ganit o tennañ d'an dachenn-mañ, met mar ne fell ket dit kemer perzh e ranko ar gumununiezh kas ar c'hendivizoù war-raok ha tizhout kenemglevioù hepdout, en ur c'hoût e c'hello bezañ kemmet an damemglev da c'hortoz menneget a-us seul wezh ma teuio muio'ch a dud da gemer perzh er c'hendiviz hag a zo war ar stern c'hoazh gant alioù disheñvel. Evit poent avat e vo klasket lakaet e plesutr an troùigoù bihan hag a zo bet gellet lakaet meur a hini (hag a c'hell bezañ bihan o niver, met, hen adlâret a ran, n'heller ket rediañ a dud da gemer perzh) da sevel a a-du gante betek-hen. A galon, --Merour (Neal) (Kaozeal) 4 C'hwe 2007 da 14:04 (UTC)

[kemmañ] Pilori? Eoul war an tan?

Mat vije dit d'am soñj paouez lakaat war an ti-chopin kemenadennoù kaset dit war da bajenn bersonel. An eil gwech eo e rez kement-mañ en un nebeut devezhioù ha chalus-tre eo. Ne gomprenan ket da jeu: lakaat Bianchi-Bihan war ar pilori? Lakaat eoul war an tan? Ar c'hudennoù etre daou zen, ha pa vefe Neal ha Bianchi-Bihan pe me ha n'ouzan ket ken piv, n'int ket da vezañ lakaet war ul lec'h foran evel an ti-chopin. An doare gwellañ eo da washaat an tabutoù, da zistruj tud. Feuket hon gant da zoare da ober! Benoni 6 C'hwe 2007 da 00:23 (UTC)

a-du. Ne blij ket din-me ivez na zoken da vBianchi-Bihan e-unan war a welan.

Merour (Neal) (Kaozeal) 6 C'hwe 2007 da 07:52 (UTC)

[kemmañ] Kemennadenn - anvioù gresianek

Mont a ran e darempred ganit war-eeun evel merour evit kemenn dit ez eus bet digoret ur prantadig studi evit gwelet peseurt kinnigoù resis e c'heller ober da geñver ur votadeg da vezañ dalc'het emberr a-divout an doareoù da dreuzskrivañ ha da vrezhonekaat anvioù divoutin gresianek, dreist-holl ar re henc'hresianek, met tennañ a ra ar c'hinnig da c'hortoz bet savet dija evit kaozeal diwar e benn d'an anvioù gresianek modern ivez.

Ne dalv ket ali an implijer-mañ'n-implijer muioc'h evit hini ar re all evel-just, ha gallout a raio an neb ma fell dezhañ/i reiñ o soñj, met kavout a ran mat reiñ dit da c'hoût war-eeun hag pediñ da ali abalamour d'al labour bet kaset da benn ganit war an dachenn resis-mañ gwezh ha gwezh all betek-hen.

Amañ e kavi ar bajenn gaozeal evit lakaat o ali:

Kaozeadenn Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern/Vot 1

A galon, --Merour (Neal) (Kaozeal) 6 C'hwe 2007 da 15:47 (UTC)

[kemmañ] Kempenn kinnigoù (votadeg)

O klask kempenn hag eeunaat ar c'hinnigoù da geñver ar votadeg da vezañ savet a-divout an doare da dreuzskrivañ anvioù divoutin gresianek a-benn sklaeraat an dibaboù un tammig ha goulenn a ran da asant evit adlec'hiañ an evezhiadennoù bet graet ganit evit lakaat anezhe da glotaat, mar bez tu, gant kinnigoù resis? A galon, Merour (Neal) (Kaozeal) 7 C'hwe 2007 da 12:16 (UTC)

[kemmañ] Kendiviz reolata war ar rummadiñ

Demat, ur c'hendiviz reolata war ar rummadiñ a zo bet digoret amañ. Ar pal a zo kendoniañ an doare da henvel rummadoù. Trugarez deoc'h da reiñ ho ali er bajenn kaozeadenn, a-raok na vije digoret ar vot. A galon, Benoni 15 C'hwe 2007 da 19:49 (UTC)

[kemmañ] Goulenn "micherel"

Salut dit. Gwelet a ran az teus distouet lizherennoù an titloù er pennad Maodez. Koulskoude em eus desket ober e-giz-se evit menegiñ mamennoù ma studiadennoù Istor. O teuler ur sell ouzh levrioù Clio (un dastumad Istor brudet) e welan e reont heñvel ouzhin (un embannadur kozhig eo, gwir eo. Boden, n'on ket ken yaouank ken, gwir eo, ha marteze ez eus bet cheñchamant ba'r maner dibaoe? Petra eo ar reolennoù AFNOR 44-050 ha 44-063-se dre vras?--Kadwalan 21 C'hwe 2007 da 14:04 (UTC)

Evit gwir, mesket 'm eus un tammig ar reoladoù peogwir ne vez ket graet mesmestra evit an daveoù a denn d'an unskridoù (monographies = levrioù war un tem hepken dre vras) hag ar re a denn d'ar bennadoù. Ret eo italaat (stouiñ al lizherennoù, mar karit) evit ar re gentañ. Setu ar framm da vezañ heuliet ( Pennad "Bibliographie" er Wikipedia gallek ):

Normes de présentations bibliographiques

Il existe deux principales normes de présentation bibliographique, l'ISBD orientée vers le catalogage et la norme ISO 690, adaptée en France à travers la norme AFNOR NF Z 44-005-2, orientée vers l'édition.

Dans le cas le plus simple une référence bibliographique se présente ainsi :

Norme ISBD

   Titre : Sous-titre / Prénom et nom de l'auteur. – Lieu d'édition : éditeur, année d'édition. – Nombre de pages ; Format.
   ISBN

Norme ISO

       * Pour une monographie : NOM (Prénom), Titre, éditeur, lieu d'édition, année d'édition.
       * Pour un article : NOM (Prénom), « Titre de l'article », in Titre de la publication, tomaison, année, page(s).

Emberr : an talbennoù italaet evit an unskridoù hag an talbennoù etre skrabigoù evit talbennoù ar pennadoù + talbennoù ar mareadegoù (= périodiques) da vezañ italaet. Pep ger latin a zo da vezañ italaet.

Divankañ ar rin al levrrolladurioù (reishoc'h eget levrlennadur a zo da vezañ implijet evit ar rentaoù-kont), met n'eo ket un afer. --Ch. Rogel 23 C'hwe 2007 da 16:46 (UTC)

Ar reolad Z 44-050 a zo evit katalogañ an unskridoù : termeniñ a ra kinnigadur an ISBD (roll hag endalc'h an takadoù ha roll ar pennvenegoù). Reolad Z 44-063 a zo evit katalogañ ar mareadegoù.

Trugarez evit da respont. Me' soñje din a-walc'h.--Kadwalan 26 C'hwe 2007 da 03:27 (UTC)

[kemmañ] An anv stêr Gwilen

Goulennet em eus e vefe lakaet en-dro ar stumm Gwilen da stumm kentañ evit ar pennad-mañ. Evel ma'z peus savet ha labouret war ar pennad-se e pedan ac'hanout da lakaat da soñj amañ [3]. Trugarez.Rognogno 26 C'hwe 2007 da 09:17 (UTC)

[kemmañ] Intéressé par la langue bretonne?

Bonjour,

J'habite en Bretagne dans le Finistère, dans une région où beaucoup de gens parlent le breton. J'ai commencé à étudier un petit peu le turc et j'ai vu quelques points communs (pas beaucoup) avec le breton. Un Turc de ma ville me dit que la région de la Mer Noire ressemble un peu à la Bretagne. Je cherche un Wikipédien francophone ou anglophone qui s'intéresserait au breton et/ou aux langues celtiques. M'écrire en français ou en anglais sur ma page du Wikipédia en breton (sur la page "Kaozeadenn" = "discussion")- br:Implijer:Ch. Rogel

Kenavo, je viens de découvrir votre message sur une page de Meta. En effet je me suis intéressé avec le breton et la culture celte. Hélas je ne connais que dire "kenavo" et "ker" veut dire "maison". --Mskyrider 17 Meu 2007 da 18:59 (UTC)

[kemmañ] Breur

Skrivet 'teus: ar memes tad eget krouadurioù all. Memes eget n'emañ ket e brezhoneg. "memes ha" pe "memes evel", nemetken . A galon. Bianchi-Bihan 24 Meu 2007 da 03:41 (UTC)

[kemmañ] Vot digor war adenvel an ti-chopin

Ur vot a zo bet digoret amañ evit adenvel an ti-chopin. Trugarez da reiñ ho ali. Benoni 29 Meu 2007 da 18:33 (UTC)

[kemmañ] Rummadiñ

Arabat disoñjal rummadiñ ar pennadoù savet ganit, na lakaat liammoù davet ar pennadoù savet er wikipediaoù all. Gw. da skouer: Feulster. Ur pennad hep rummad na servij da netra dre ma ne vo ket adkavet. Benoni 11 Ebr 2007 da 00:09 (UTC)

Pa oa diwhezat, ne oan ket evit mont pelloc'h eget sevel korf ar pennad. Lakaat a rin an etrewiki dindan nebeut amzer. Koulskoude, ne klaskan ket rummata en un doare ingal pa n'on ket evit ober gant ar rummadoù el liester. Gwechall (e 2005) e skriven e oan prest labourat don war an dachenn-se, met ne c'hellan ket mui, ken e kavan diaes ober ar c'hontrol eus ar pezh em eus desket e korf ma buhez micherel. Spi em eus e vo chañchet a-benn un nebeut bloavezhioù. --Ch. Rogel 11 Ebr 2007 da 21:12 (UTC)

[kemmañ] Vot digor evit kaout ur bureviad

Ur vot a zo bet digoret amañ evit kaout ur bureviad war ar wikipedia brezhoneg. Neal en deus lakaet e anv. Poent bras eo kaout ur bureviad war hon wikipedia evit bezañ emren penn-da-benn. Ar bureviad a servijo evit krouiñ merourien nevez, reiñ ar statud bot da implijerien 'zo (da skouer da Nono le petit robot a zo kroget da labourat kalzig war hon wikipedia), ha kemm anv implijerien 'zo mar bez ezhomm. Evit poent eo ret tremen dre meta evit an tri dra se. Trugarez da votiñ. A galon, Benoni 17 Ebr 2007 da 08:57 (UTC)

[kemmañ] Ë (lizherenn), Ï (lizherenn)

English Please delete Ë (lizherenn) and Ï (lizherenn). These two articles was describing the Cyrillic letters Ë (lizherenn) and Ï (lizherenn), but have been used Latin letters as the articles' name.--Sl 29 Ebr 2007 da 12:37 (UTC)

[kemmañ] Liammoù etrewiki ha rummadoù e traoñv ar bajenn

Techet out lakaat ar rummadoù hag al liammoù etrewiki e krec'h ar bajenn. Ret eo lakaat anezho e traoñv ar bajenn avat. Mod all ne vint ket kavet gant ar robotoù, ha ne c'hello ket ar botoù kas kemmoù dezho. Koll a ran kalz amzer o lakaat ar rummadoù hag al liammoù etrewiki e traoñv ar bajenn war ar pajennoù savet ganit. Trugarez eta ober evel an holl, ha lakaat an holl titouroù pouezus-mañ e traoñv ar bajenn. Seul efedusoc'h e vo hon wiki. Ha tu vo din labourat war traoù dedennusoc'h eget lakaat urzh er rummadoù hag el liammoù etrewiki. A galon, Benoni (Kaozeadenn) 27 Mae 2007 da 18:28 (UTC)


[kemmañ] Vot evit ur merour nevez

Lakaet en deus Kadwalan e anv evit bezañ merour. Tu zo dit votiñ amañ: Wikipedia:Merour/Kadwalan. Trugarez, Benoni (Kaozeadenn) 12 Mez 2007 da 22:47 (UTC)

[kemmañ] Roll an oberennoù...

Salud dit. E oan o klask gouzout e pelec'h za teus kavet roud eus skridoù Gwilh ar C'hoad rak ne gavan ket e anv e geriadur ar skrivagnerien nag e lec'h all. Trugarez.--Kadwalan 17 Mez 2007 da 17:49 (UTC) War a seblant e oa ur pastor... Daou veneg zo eus an " Testamant nevez, troet gant Gwilh ar C'hoad" zo er memes rannbennad Marteze ez eo ar memes levr?--Kadwalan 17 Mez 2007 da 18:01 (UTC)

Gwill ar C'hoad a zo ... Guillaume Le Coat (n'eo ket souezhus, betegouzout) hag hemañ a oa pastor e Bro-Dreger e dibenn an 19ved kantved. Titloù e droidigezhioù a zo meneget e geriadur ar skrivagnerien gant L. Raoul. Prenet em eus an "Testamant nevez..." hag a zo bet adembannet, "adwelet ha lakaet e brezhoneg a-vremañ" e 2004 gant ar Société biblique d'Anjou/Unvaniezh ar Bibl en Anjev, un dave a vije da ouzhpennañ. --Ch. Rogel 17 Mez 2007 da 23:01 (UTC)

[kemmañ] Hoc'h ali mar plij

Roit hoc'h ali diwar-benn ar c'hinnig kenteuziñ Alkides mar plij goude bezañ lnnet ar gaozeadenn amañ: Kaozeal:Alkides. Trugarez en a-raok, --Neal (Kaozeal) 26 Mez 2007 da 10:30 (UTC)

[kemmañ] Galv d'ar verourion

Setu ur "galv" bet kaset da Gadwalan evel merour gant an implijer Bianchi-Bihan. Kavet am eus gwell e skignañ a-gevret gant ma respont d'an holl verourion evit ma vefe roet o ali gante. A galon, Neal (Kaozeal) 27 Gou 2007 da 16:16 (UTC)

Galv d'ar verourien db Dionysos Distrujet eo bet istor ha danvez kozh ar pennad gant Neal, ha nac'h a ra e adsevel, pe n'eo ket gouest d'ober.

Goulenn a ran ma vo barnet seurt drougober gant ar verourien all , evit lakaat un harz d'ar gwalldaolioù.

Ne vije bet kudenn ebet ma vije chomet sioul da c'hortoz ken em bije echuet an traoù, met e blijadur eo lakaat reuz em labour. Bianchi-Bihan 27 Gou 2007 da 07:08 (UTC)

Ur wezh all (aet on skuizh-divi oc'h adskrivañ ar memes tra gwezh ha gwezh all): n'em eus graet nemet lakaat e pleustr ur reolenn envel bet votet war ar raktres-mañ, ur reolenn na fell ket d'an implijer Bianchi-Bihan doujañ dezhi. Ar wezh-mañ eo bet ret din kenteuziñ daou bennad ha diverkañ ar pennad berrañ evit gallout adenvel ar pennad hirañ evit lakaat e ditl da doujañ d'ar reolenn envel sklaer war an dachenn-mañ.
Kollet eo bet ul lodenn vihan eus istor ar pennad koshañ ha berrañ, bet savet a-gent dindan ur stumm reizh e ditl hervez ar reolenn envel. Da lâret eo, berr-ha-berr, e oa bet savet ur penand doubl gant an implijer-mañ dre mont e-bioù d'ar reolennoù envel war an dachenn resis-mañ en un doare sistematek.
Respontet eo bet dre an hir nouspet gwezh d'an implijer-mañ amañ, amañ hag amañ ha taget on bet ivez ez-personel gantañ amañ.
Aet on skuizh-meurbet o rankout mont da reizhañ titl ar pennadoù savet gant an implijer-mañ ha neuze rankout lenn e rankfen bezañ "barnet" abalamour ma lakaan e pleustr reolennoù bet votet war ar raktres-mañ na fell ket dezhañ doujañ dezhe e-ser klask duañ ivez ma anv.
N'eo ket homañ ar wezh kentañ m'en em dalc'h evel-se ha m'ac'h a pelloc'h war an hent-mañ e kavan fur stankañ e gont outañ rak lakaat a ra un aergelc'h fall-spontus da ren war ar raktres-mañ dre vras. Neal (Kaozeal) 27 Gou 2007 da 16:08 (UTC)

[kemmañ] Klemm diverket

Implijet eo bet e c'halloud gant Benoni da ziverkaén ar c'hlemm graet enep dezhañ. Goulenn a ran ma vo barnet evit an drougober-se. Gwegen Tangi 11 Gwe 2007 da 14:30 (UTC)

[kemmañ] Mallus: afer merañ. Hoc'h ali mar plij

War a seblant ez eus savet ur gudenn diwar ar stankadennoù bet kaset da-benn nevez 'zo. Ret eo vefe sklaeraat penaos ober m'eo bet stanket un IP stag ouzh un urzhiataer boutin e implij (staliet en ul levraoueg foran, lakaomp) dre m'eo bet implijet an IP-se en un doare dizereat gant unan bennak hervez reolennoù ar Wikipedia-mañ (reizh e vefe ar stankadenn hec'h-unan neuze) met abalamour d'ar stankadenn-se e virfe ouzh tud all, didamall int-i hervez an hevelep reolennoù mont-en-dro, da gemmañ pe da sevel pennadoù gant an urzhiataer-se. Trugarez vras deoc'h d'am c'has hoc'h alioù war ar c'hraf-mañ. Neal (Kaozeal) 13 Gwe 2007 da 09:19 (UTC)


[kemmañ] Afer merañ: da ali mar plij

Stanket emañ ar c'hendiviz war implij ar stumm "aberzh" pe "aberzhidigezh" evit titl pennañ ar pennad Aberzhidigezh Izaag (Caravaggio). Daou sav-poent ez eus ha ne deuont ket a-benn da dizhout un emglev kenetreze evel ma weli o lenn ar gaozeadenn amañ Kaozeal:Aberzhidigezh Izaag (Caravaggio). Reiñ ma ali evel merour am eus graet diouzh ma ferzh met n'eo ket trawalc'h war a seblant. Pediñ a ran ac'hanout neuze lenn aketus an arguzennoù bet degaset gant an daou du ha reiñ da ali war implij an eil ster pe egile evit dont a-benn da dizhout un tamm kenemglev ha mont e-bioù da adstagañ gant ur brezelig-embann. Trugarez, Merour (Neal) (Kaozeal) 19 Gwe 2007 da 11:04 (UTC)

[kemmañ] Kendivizoù reolata nevez

Daou gendiviz reolata nevez a zo bet digoret:

Trugarez dit da reiñ da ali evit ma vije tizhet ar c'henemglev ledanañ posubl. A galon, Benoni (Kaozeadenn) 21 Gwe 2007 da 21:39 (UTC)

[kemmañ] Reizhadennoù

Pa lakaez ar bolitikerezh, n'eo ket ur reizhadenn a rez. Gourel eo an dibenn erezh. Bianchi-Bihan 10 Her 2007 da 01:27 (UTC)

[kemmañ] Klemm?

Aotrou Merour, Marteze e vo ret din dougen klemm adarre enep ur merour krog da deurel kunujennoù: arabat ober goap eus an dud gant da skouerioù faos, o klask "manipulañ" an dud, pegen koant! Goulenn a ran ma vo lavaret dezhañ paouez. Bianchi-Bihan 16 Her 2007 da 11:54 (UTC) Amañ e oa: [[4]] Bianchi-Bihan 16 Her 2007 da 15:57 (UTC)

[kemmañ] Kemennoù: vot ha wikiarroud

Demat! Ur vot war an anvioù-tud a zo digoret amañ. Trugarez da reiñ da ali. Mod all, ur raktres wikiarroud a zo digoret amañ. Trugarez dit da deurel ur sell ha da reiñ da ali en davarn. Trugarez ivez da sevel un nebeut pajennoù ma 't eus amzer evit ma teufe da vezañ ofisiel ar wikiarroud ar buanañ ar gwellañ. A galon, Benoni (Kaozeadenn) 16 Her 2007 da 22:15 (UTC)

[kemmañ] Pibien

Gant piv e vo brezhonekaet an anvioù pibien? Penaos e vint brezhonekaet? Dre c'hallekaat, Serj? Selestin evel Lusian, pe Kelestin evel Lukian? Votet e vo evit pep hini? Bianchi-Bihan 21 Her 2007 da 05:01 (UTC)

[kemmañ] Arbennigourion/ezed, Skiantourien/ezed a-vicher h.a.

Pep hini a c'hell lâret e soñj ha difenn ar savpoent a gav ar gwellañ evl-just, met ret eo anzav ne deuan ket -benn d'az kompren a-wezhoù. Skrivet ganit, da skouer, "Votadenn : n'omp ket skiantourien a-vicher" diwar-benn Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù-tud o tennañ d'ur votadeg war ar stern evit dont a-benn da dizhout ur politikerezh unvaet war dachenn an doare da envel pennadoù o tennañ da dud gante anvioù estren ha resisoc'h e c'hller lenn ivez, bet skrivet ganit e-keñver ar c'hraf resis "Reizhskrivañ: Ar pennad a vo lakaet atav dindan titl ar reizhskrivadur a-orin (o toujañ d'ar sinoù diakritek, lizherennoù ispisial, hag all), gant adkasoù diwar ar furmoù boas all." kement-mañ[5]: "Stank e vo ar fazioù : gwelloc'h lezel an adkas d'an arbennigourien". Setu ma evezhiadennoù personel e-keñver ar pezh ac'h eus skrivet. Ha gouest e vefes da glask respont d'ar gouklennoù-mañ:

  • 1. Marteze n'out ket-te skiantour/ez a-vicher, ha me n'on ket sur, met ne dalv ket n'eus ket skiantourion/ezed a-vicher en hon zouez;
  • 2. Daoust ha n'omp ket holl skiantourion/ezed a-vicher, ne dalv ket omp genaoueien rak un hentenn skiantel ez eus a c'hell bezañ lakaet e pleustr gant tuds n'int ket skiantourion/ezed a-vicher;
  • 3. Eus peseurt micher ez eus koaz amañ? Skiant an doare envel pibien? Ha ledanoc'h, skiant (?) an dermenadurezh? Ha pet den a 'zo skiantour/ez a-vicher war an dachenn-se e Breizh?
  • 4. Petra a dalv "a-vicher"? Bezañ paiet evit ober un dra bennak? Ha skiantour a-vicher oa Newton, da skouer?
  • 5. N'eo ket ma micher an dermenadurezh, rak paiet e vezan evit kelenn, met d'am soñj em eus ur stummadur resis koulz war ar brezhoneg ha war ar yezhoniezh hg an droidigezh evit doint a-benn da dizhout alioù diazezet war an hentenn skiantel hep ma vefe skiantour a-vicher ac'hanon. Meur a hini all ez eus ivez war ar raktres-mañ sur ha n'eo ket marteze;
  • 6. Perak e voi stank ar fazioù? Ha sur out ec'h eus komprenet mat ar pezh out o kaozeal diwar e benn hag o vouezhañ diwar e benn amañ? Penaos faziañ, da skouer, gant sevel ur penand gantañ da ditl "Vincas Krėvė-Mickevičius" ha sevl un adkas davetañ diwar ar stumm hep diakritikoù evit aesaat ar c'hlask "Vincas Kreve-Mickevicius". Ne welan ket tre pelec'h emañ an dalc'h ha penaos e c'hellfer faziañ;
  • 7. Arbennigour on-me war dachenn an treuzskrivañ. Perak e lârez n'on ket? Peogwir ne labouran ket evit Ofis ar Brezhoneg pe me 'oar me? Arbennigourion/ezed all ez eus ivez sur ha ivez tud a-vicher war ar dermenadurezh n'int ket arbennigourion/ezed war an dachenn resis-mañ;
  • 8. Marteze eo arbennigourion a-vicher war dachenn envel ar bibien ar veleion me n'eo ket me an hini a doujo oute-i dre ret war digarez ez eus anezhe tud a-vicher war an dachenn-se
  • 9. Bezomp poellek: mar bez degaset arguzennoù solut ha poellek, d'am soñj e kemero perzh en ur votadeg a seurt-se tud a gav dezhe int arbennigourion/ezed a-walc'h evit keñveriañ an arguzennoù ha dont a-benn da dizhout un emglev hag un disoc'h skiantel a-walc'h perliesañ. N'eo ket dre ret evel-just rak n'eo ket demokratel ar skiant, met spi am eus ne deuio nemet tud sirius da reiñ o ali - me,d a skouer, ne rofen ket ma ali diar-benn an doare da envel an elfnnoù kimiek....

A galon, Neal (Kaozeal) 21 Her 2007 da 10:04 (UTC)

[kemmañ] Gwirioù

N'ouzan ket re... D'am soñj n'eo ket ken dañjerus ar reolenn-se e bed ar brezhoneg hag e hini ar galleg. Ma vez goulennet digant unan bennak tennañ ur pennad e vo graet, met mod all ne gred ket din e vije da vezañ re trekamardet... Evel-just, ma ouezez ez eus gwirioù war ur ganaouenn bennak, e c'hellez he diverkañ. Benoni (Kaozeadenn) 22 Her 2007 da 16:53 (UTC)

[kemmañ] Pibien

D'am soñj e tlejes bezañ dedennet gant ar pennadoù Lucius, Lusius Iañ‎ ha Kaozeal:Lusius Iañ‎ evel just. Bianchi-Bihan 27 Her 2007 da 05:05 (UTC)

[kemmañ] Pedadenn a-berzh ar bureviad evit ar verourion

evel bureviad ma'z on e pedan ac'hanout, ma n'eo ket bet graet ganit c'hoazh, embann da chomlec'h evit ma c'hellfe an implijerion/ezed bet stanket o c'hont oute mont e darempred ganit evit svel klemm mar bez ezhomm rak betek goût n'eo ket bet graet gant an holl hag ar gwir o deus an implijerion/ezed bet stanket o c'hont gallout mont e darempred gant ar verourion evit displegañ o abegoù ma n'int ket a-du gant ar stankadenn ha n'o deus doare ebet all evit gallout embann o soñj war ar Wikiepdia war-eeun war a welan. Tu z' dit da embann da chomlec'h war-eeun a wel d'an holl war da bajenn bersonel ha/pe d'e enrollañ er penndibaboù.Fiziañs o deus lakaet an dud er verourion dre mouezhiañ evite hag un dever an hini eo d'am soñj kas ar c'harg-se da benn en un doare dereat o toujañ da wirioù an holl. Beteke-hen, hervez ma ouzon, e c'hell un den bet stanket e gont outañ mont e darempred gant nebeud-tre a verourion ha peurliesañ gant ar re m'eo bet stanket e gont gante. Mar fell dit e c'hellez sevel ur gont e-mail ispsial evel-just evit resev lizhiri o tennañ d'ar wikipedia kentoc'h evit embnn da chomlec'h personel boas. Trugarez vras dit en a-raok, Neal (Kaozeal) 29 Her 2007 da 20:00 (UTC)

[kemmañ] Pennad eus an dibab

Demat! Ur pennad savet ganit pe az peus labouret warnañ a zo bet kinniget evit bezañ lakaet war renk ar pennadoù eus an dibab. Tu zo dit reiñ da ali amañ. Mar bez ezhomm e c'hellez ivez ober da vad eus ali an implijerien all evit gwellaat c'hoazh ar pennad a benn ma yelo ar gumuniezh a-du evit reiñ ar meneg "pennad eus an dibab" d'az pennad. Ma sav goulenn pe c'houlenn e c'hellez mont e darempred ganin. A wir galon, Benoni (Kaozeadenn) 16 Kzu 2007 da 23:47 (UTC)

[kemmañ] Pennad mat

Demat! Ur pennad savet ganit pe az peus labouret warnañ a zo bet kinniget evit bezañ lakaet war renk ar pennadoù mat. Tu zo dit reiñ da ali amañ. Mar bez ezhomm e c'hellez ivez ober da vad eus ali an implijerien all evit gwellaat c'hoazh ar pennad a benn ma yelo ar gumuniezh a-du evit reiñ ar meneg "pennad mat" d'ar pennad. Ma sav goulenn pe c'houlenn e c'hellez mont e darempred ganin. A wir galon, Benoni (Kaozeadenn) 17 Kzu 2007 da 16:19 (UTC)

[kemmañ] Brezel Benoni

Daoust ha gallout a rafe ur merour bennak lavarout da Venoni paouez da virout ouzh an dud da labourat war ar pennad Orestes mab Agamemnon. Trugarekaat.Bianchi-Bihan 30 Kzu 2007 da 11:19 (UTC)

Met an holl a c'hell labourat war ar pajennoù-se, gant ma vo doujet d'ar reolennoù savet dre ar c'hendivizoù reolata (war an anvioù tud ha war treuzlizherennadur ar gresianeg da skouer)... Benoni (Kaozeadenn) 30 Kzu 2007 da 11:58 (UTC)
N'eus nemet displegañ eus peseurt reolennoù ez eus kaoz a-raok serriñ kont un den, ha ne vo ket ezhomm serriñ. Ken aes ha tra. Bianchi-Bihan 6 Gen 2008 da 12:23 (UTC)

[kemmañ] Tredeog

Goulenn a ran un tredeog neptu evit muzuliañ gwirionez ar c'homzoù lakaet gant ur merour war ma fajenn , komzoù ha n'on ket a-du ganto.

  1. N'em eus ket laket reuz: displeget em eus, gant arguzennoù, pa ne oan ket a-du, hervez gwir pep wikipedian, pa veze goulennet ma ali ganin.
  2. N'em eus taget den ebet. Ma vije gwir e c'hallje bezañ prouet: n'eus nemet menegiñ ma skridoù. Bianchi-Bihan 6 Gen 2008 da 12:23 (UTC)

[kemmañ] Prosez

Salud dit. Skrivet teus, diwar ma fenn, e kannadig ar verourien: gwelout a ran ez eus tagadennoù dichek ha diabeg en da geñver ha hini Benoni.

  1. Gallout a rafes resisaat e-barzh petra emaout o soñjal, pelec'h e welez se, rak me ne welan ket. Pa vez prosez e vez graet war fedoù anavezet gant an tamallad.
  2. Gallout a ra an tamallad en em zifenn, evel er wikioù all?
  3. Marteze ne welez ket pep tra, rak marteze n'eo ket bet diskouezet dit pep tra. Gallout a ran diskouez an tagadennoù dichek ha diabeg em c'heñver, ha n'ec'h eus ket gwelet marteze? Un toullad zo.

Trugarekaat. Bianchi-Bihan 9 Gen 2008 da 00:42 (UTC)

[kemmañ] Doareoù

Un doare politikel all da glozañ an afer a vije : lezel an tremened, ha sellout war-du an dazont. Da lavarout eo: lezel an traoù kozh (a-raok 2008) a-gostez da vat (evit gounit amzer ha treiñ war-du al labour pouezus nemetañ) hag urzh d'an holl d'o lezel a-gostez, ha klemm a-enep an dud na rafent ket; degas da soñj e talv ar reolennoù evit an holl, ha n'eus den a-us dezho (pezh ne vir ket da glask o gwellaat); degemer ar c'hlemmoù nevez a-enep an dud a dorrfe ar reolennoù (an holl reolennoù, evel er wikioù all), ha barn pep klemm, en un doare neptu, hag evel-just ar re a-enep ar verourien ivez. Bianchi-Bihan 9 Gen 2008 da 02:34 (UTC)

[kemmañ] Dibab

  • Dibabet ez eus bet digeriñ ur brezel enep din abaoe un nebeud devezhioù, ha sevel ur prosez e Kannadig ar verourien, e-lec'h sioulaat an traoù. Evit gounit amzer, ha gwellat an aergelc'h a dra sur. Karout a rafen gouzout pelec'h e c'hallan respont d'an arguzennoù, hervez gwir pep tamallad d'en em zifenn en ur prosez reizh.
  • Gouzout a garfen ivez da betra e servij ar bajenn klemm ouzh ur merour, pa vez distaolet ar c'hlemmoù bep tro, e-lec'h bezañ studiet gant ur barner neptu. N'haller ket bezañ en tu barner hag en tu banet war un dro.
  • Ober a rin evel ar re all : sevel roll an tagadennoù gouzañvet ganin amañ: Implijer:Bianchi-Bihan/Emzifenn
  • N'eo ket labour holloueziadurel, met n'eo ket me zo kaoz.
  • Derc'hel a rin da sevel pennadoù : din eo ar pep pouezusañ, goude ma ne seblant ket preder an holl. Bianchi-Bihan 15 Gen 2008 da 17:59 (UTC)
Brezel ebet. Kenstrollañ danevell emdalc'h B-B en ul lec'h hag a wel d'an holl evit ma c'hellfe an holl ma fell dezhe kompren evit pe abegoù eo bet stanket e gontoù outañ nouspet gwezh. Fedoù eo a gaver en doser ha n'eo ket barnadennoù. Prosez ebet evel-jsut peogwir n'eus kaoz ebet nag eus ur vranadenn nag eus ur binijenn - kozh fedoù holl. Ha perak e vefe ken kizidik all ar c'henlabourer-se o welet lakaet dirak lagadoù an holl pe hini eo bet e emdalc'h betek-hen en desped d'ar vedalenn bet lakaet war e bajenn (gantañ e-unan?) oc'h embann eo gantañ m'eo bet savet ar muiañ a bennadoù en un devezh (pe bennadoù? ur rekord?). Neal (Kaozeal) 15 Gen 2008 da 18:46 (UTC)

[kemmañ] Respont d'un dagadenn

  • Danvez dineptu a-grenn. Bez e c'hall fedoù zo bezañ gwirionez rik (ret eo c'hoazh gwelout pere) hep na vije ger gwir ebet en displegadenn roet gant tud dineptu.
  • Ma vije savet ar pennadoù Istor er wikipedia gant ur spered brezelgar heñvel, ha ma ne c'hallje nemet tud engouestlet (en un tu hepken) sevel pennadoù istorel ar wiki brezhonek, ne vije ket gallet kaout an disterañ kred enno. Setu pelec'h emaomp degouezhet.
  • Skrivañ a ra: Brezel ebet. Diskouez a rin ez eus brezel, daou zen a bep eil o tifenn egile pa dorront ar reolennoù. Hir e vo sevel al listenn !
  • Fedoù eo a gaver en doser ha n'eo ket barnadennoù. N'on ket a-du: soñjoù personel e-leizh a zo e-kichen ar fedoù, da lavarout eo displegadennoù untuek.
  • Prosez ebet evel-jsut peogwir n'eus kaoz ebet nag eus ur vranadenn nag eus ur binijenn - kozh fedoù holl. Da lavarout eo "fedoù" berniet en ur mod "neptu" war ur seurt "fichenn-bolis" gant enklaskerien "neptu". Gwir eo n'eo ket ur prosez: en ur prosez e c'haller en em zifenn. Post ar vezh kentoc'h, hervez gizioù krennamzerel.
  • Ha perak e vefe ken kizidik all ar c'henlabourer-se ... n'on ket nec'het gant an tagadennoù, kustum on, met mantrus eo evit ar wikipedia, netra ken.
  • en desped d'ar vedalenn bet lakaet war e bajenn (gantañ e-unan?) oc'h embann eo gantañ m'eo bet savet ar muiañ a bennadoù en un devezh (pe bennadoù? ur rekord?).
    • Evit ar fent (met n'eo ket aotreet ar fent, evel ma tiskouez ur gaoz db "arguzennoù toull", hervez am eus soñj) eo ar vedalenn-se, evel ma c'hoarvez da dud zo fentigelliñ e wikioù all.
    • N'eo ket bet nec'het ar verourien kemend-all gant Fulup o lakaat e-unan e bennad db al lizherenneg arabek e-touez ar wikipedia:pennadoù eus an dibab.
    • Ma n'eo ket ganin ez eus bet krouet (ne laran ket savet, n'int ket peursavet c'hoazh, evel ma n'eo ket peursavet d'an eur-mañ Keops na Nunadur[[6]]) ar muiañ a bennadoù, n'eus nemet larout gant piv. N'on ket nec'het gant rekordoù, met gant renk ar wikipedia brezhonek ez on, ha ne garfen ket e kouezhfe ar wikipedia brezhonek eus e renk war zigarez ne vez ket krouet pennadoù a-walc'h.
    • Ha ma ne vije ret din en em zifenn e vijen o sevel pennadoù all. Bianchi-Bihan 15 Gen 2008 da 21:52 (UTC)
    • Ur reolenn torret da vihanañ (wikipedia:pajenn gaozeal): Bezañ pozitivel: Pajennoù kaozeal ur pennad a rank bezañ implijet da reiñ alioù ha kendivizout war an doareoù da wellaat ur pennad. N'int ket graet evit pizmigañ eta, na tagañ ar pennad, na labour ur c'henlabourer (ha pa vefe bet graet ur fazi gant unan bennak). Ur spered all. Bianchi-Bihan 15 Gen 2008 da 21:52 (UTC)

[kemmañ] Kaozeal:Claudius‎

Taol ur sell ouzh pezh a zo bet skrivet war-lerc'h da dremenadenn. Bianchi-Bihan 17 Gen 2008 da 00:31 (UTC)


Trugarez da zont da reiñ an dorn din mar karez war pajenn kaozeadenn thebai. Soñjal a ra din out kizidik eveldon ouzh implij reizh ar c'heriaoueg hag an anvioù diazezet mat e brezhoneg dija. Amañ e vije difennet ober gant Tebez. Tebez eo ar stumm implijet e brezhoneg e Diwan hag a gaver e geriadur R . Hemon.
Hervez Neal e vefe arabat ober gant stummoù digemeret er geriadurioù abalamour ma vije bet votet doujañ ouzh ar stummoù orin eus an anvioù e gresianeg pa saver pennadoù. Ankouaat a ra e oa votet ar reolennoù-se evit an anvioù na oant ket anavezet e brezhoneg. --Kadwalan 24 Gen 2008 da 10:26 (UTC)

N'ankouezan tra ebet. N'on ket kenderec'het ec'h eo ar memes tra avat ar fed ma vez implijet ur stumm resis gant Diwan abaoe un nebeud bloavezhioù (hep ma ouzfer na perak na penaos e oa bet savet pe dibabet) hag ar fed ma vez kavet e geriadur R.H. - sur-mat e gwirionez an hevelep mammenn, da lâret eo e vez implijet ar stumm-se peogwir eo hennezh an hini bet implijet gant R.H. (perak? penaos?) en e c'heriadur. Neal (Kaozeal) 24 Gen 2008 da 13:25 (UTC)

[kemmañ] Kaozeal: Lucius Flavius Philostratus‎

D'am soñj e plijo dit. Bianchi-Bihan 30 Gen 2008 da 04:08 (UTC)

[kemmañ] Kaozeal:Sofouriezh

Ma kerez e lari da soñj. Bianchi-Bihan 10 C'hwe 2008 da 09:26 (UTC) E-barzh prederouriezh ez poa graet gant sofour. N'eo ket chomet. Bianchi-Bihan 10 C'hwe 2008 da 18:41 (UTC) http://fr.wikipedia.org/wiki/Wikip%C3%A9dia:Pages_%C3%A0_supprimer/Ar_Redadeg

[kemmañ] Kemmoù

Salud dit ! Gwelet em eus ec'h eus cheñchet titloù Proviñsoù Bro-C'hall ha Kumunioù Frañs. Daou dra a lavarfen :

  • a-raok kemm un titl e vefe mat kaozeal gant kenlabourerien all ha displegañ perak e kav dit e tleje bezañ kemmet. Pa seller ouzh ar pajennoù kaozeal e weler n'emaon ket ma-unan o soñjal ez eo gwelloc'h lakaat al liester.
  • Kumun Bro-C'hall a dalvez kement ha "la commune de France" e brezhoneg (evel ma talvez Kumun Pariz kement ha "la Commune de Paris"). N'eus ster ebet gant un titl evel-se. Marteze 'poa c'hoant lavaret "commune française" ? Neuze e tlejes bezañ skrivet kumun c'hall, a vije bet reizh. Hag ar memes tra evit ar proviñsoù. Met arabat cheñch titloù forzh penaos hep kaozeal gant tud all, pe war ar bajenn Kaozeadenn pe en Davarn ! A galon, --Llydawr 4 Ebr 2008 da 11:56 (UTC)

[kemmañ] Ar c'heriaoueg

Diwall: bewech ma skrivi *ur geriaoueg e ri ur fazi. Bianchi-Bihan 13 Ebr 2008 da 22:17 (UTC)

[kemmañ] "Contre-amiral"

Demat. Penaos rentañ an dra-mañ e brezhoneg? Trugarez en a-raok. A galon. Klaod. Kadbzh 18 Ebr 2008 da 08:59 (UTC)

'blam' da Pierre-Alexis Ronarc'h, él-rezon.


aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -