Feulster
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
En un doare hollek e vez kaoz eus ar feulster pa 'z eus oberoù tagañ pe drougimplij evit ober gaou da dud zo pe freuz da draou zo pe da loened zo, met en un doare all e vez implijet ar feulster gant nerzhioù lezennel (polis, lu, nerzhioù surentez) gant ma vez graet e-barzh harzoù an domani publik.
Er c'hentañ ster e vez gwelet ar feulster evel un torfed peurvuiañ pa vez taget ouzh an dud hag evel ur gwall nebeutoc'h grevus e keñver an traoù. E keñver an droug graet d'al loened ez eus diforc'hioù barnañ hervez ar priz a ro kevredigezh-mañ-kevredigezh d'ar pezh a vez intentet gant krizded e-keñver al loened.
Gant ar feulster e ya ivez al lusk a zesach tud da oberoù feuls, da lavaret eo diwar o emzalc'hioù personel. Met pa vez graet ar feulster gant muioc'h eget un den e c'hell bezañ pe degouezhus (feulsterioù nann rapkprederiet) pe a-stroll (feulsterioù savet gant strolladoù, ar sponterezh en o zouez).).