C'haritezed
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ur C'haris, e mojennoù Hellaz kozh, a oa unan eus ar C'haritezed (Χάριτες/c'harites e gregach), a oa teir c'hoar. Doueezed ar gened, an natur, ar strujusted e oant.
Taolenn |
[kemmañ] O anvioù
Ar C'haritezed a vez graet anezho e brezhoneg, pe an Teir C'hoantenn, an Teir Fulenn, rak peurvuiañ e vezent teir . Setu o anvioù, eus ar yaouankañ d'ar goshañ:
- Aglaea a oa doueez ar gened
- Euphrosyne a oa hini al levenez
- Thalia hini an imor vat.
Gant ar Romaned e oant anvet ar Gratiae, an "Teir C'hras."
[kemmañ] O niver
N'int ket bet teir atav. E Sparta gozh ne veze enoret nemet div anezho:
- Kleta (trouz)
- ha Faenna (sked)
En Aten e oant div ivez:
- Aukso (a gred)
- Hegemone (bleinerez).
Hesiodos eo an hini kentañ a gomz eus teir.
[kemmañ] O lignez
Merc'hed Zeus hag an Okeanidenn Eurynome (pe Eunomia) e oant, a veze kontet. Hervez doareoù all avat e oant
- merc'hed Dionysos hag Afrodite (pe Koronis pe Hera)
- merc'hed Helios (an Heol) hag an Hesperidenn Egle.
Ar stêr Kefissos, e-kichen Delfi, e oa o lec'h sakr.
En Ilias (XVIII, 382) eo kinniget C'haris gant Homeros evel gwreg Hefaistos , ha Pasitea evel unan eus ar C'haritezed, merc'h da Zionisos ha da Hera, (Nonnos, Dionysiaca, XXI, 103).
Prometet eo gant Hera dimeziñ anezhi da Hypnos gant ma sikouro da lakaatZeus da gousket.
Ur gaoz hir zo gant Pausanias en e levr Deskrivadur Hellaz (levrenn 9, chabistr 35, 1 - 7) diwar-benn ar gizioù stag ouzh ar C'haritezed, en Hellaz an douar-bras koulz hag en Inizi Ionia .
[kemmañ] Kargoù an Teir Fulenn
- Eufrosina eo barr al levenez a zeu ennoc'h pa vezit o vanveziñ evel e banvez peurbadus an doueed pa oa deuet an dud e penn kentañ Teogonia Hesiodos.
- Aglae
[kemmañ] An Teir Fulenn en arz
Hervez an urzh istorel:
- Ambrogio Lorenzetti (1348-50) Alegorienn ar Gouarnamant Mat [1]
- Cosimo Tura (1476-84) darn eus Alegorienn Ebrel [2]
- Sandro Botticelli (1482); detail of Primavera; [3]. Marteze ar skeudenn vrudetañ anezho.
- Antonio da Correggio (1518); [4]
- Raphael Sanzio [5]
- Jacopo Pontormo (1535) [6]
- Hans Baldung Grien (1540)
- Pieter Paul Rubens [7]. Ur skeudenn eus an doare kemmus da welout ar gened.
- Jaques Blanchard (1631-33) Ur gwaz o tegouezhout gant Gwener hag an Teir Fulenn o kousket[8]
- Antonio Canova (1799) The Three Graces [9]
[kemmañ] Liammoù all
[kemmañ] Traoù all
- Ar ger gallek "charisme" ("charism", e saozneg)
- Tulla Ellice Finklea, anavezet evel Cyd Charisse , dañserez stadunanat, brudet he divhar.