See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Breuriezh Veur ar Brezhoneg - Wikipedia

Breuriezh Veur ar Brezhoneg

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

E 1912, Charles Le Goffic a oa o klask aozañ un Ensavadur Breizh (1912) a c'houlennas digant Émile Ernault ha Frañsez Vallée reiñ harp dezhañ da sevel un akademiezh vrezhonek a vije ur skourr anezhañ. Hag an daou yezhour, o doa labouret start dija da sevel "Emglev ar skrivagnerien", da asantiñ.

Mennad Ar Govig ne deuas ket da vat, hogen Ernault ha Vallée a gendalc'has gant mennad an akademiezh, dindan anv "Breuriezh Veur ar Brezhoneg". Anavezet e voe a-berzh-Stad e 1922.
Ar Vreuriezh a zibabas evit embann he c'hemennadurioù, ar gelaouenn "Buhez Breizh" da gentañ, ha goude "Kornboud", stagadenn "Feiz ha Breiz". Lakaat a reas moulañ ur rummad levrioùigoù anvet "Alioù Breuriezh Veur ar Brezhoneg d'ar Skrivagnerien". Dindan he maeroniezh e voe embannet "Geriadurig Brezhonek-Gallek" Ernault (1927) ha "Geriadur Bras Gallek Brezhonek" Vallée (1931). Bodadegoù niverus a veze graet e ti Vallée e Sant-Brieg. Ne gemere perzh enno, avat, peurliesañ, nemet pevar  : Ernault, Vallée, Meven Mordiern hag Abeozen. Lizheroù a veze eskemmet etre Vallée ha tud all.

E 1938 e voe anvet Roparz Hemon da sekretour ha kaier an dielloù a voe fiziet ennañ.

[kemmañ] Reoliadur

Ar Poellgor a oa ennañ : ur Rener (dilennet evit tri bloaz) ; pevar isrener d'ar muiañ ; ur sekretour ; un diellour-levraouegour ; an holl a c'helle bezañ addilennet. Adizili a veze dilennet gant ar Vreuriezh, gant mouezhioù-kuzuliañ hepken er bodadennoù hag er strolladoù-studi.

[kemmañ] Labour

Labourat a reas ar Vreuriezh, gant nebeut a arc'hant, da sevel ul levraoueg, da sevel kenstrivadegoù, da brientiñ embannadurioù, da "astenn anaoudegezh ar brezhoneg ha da wellaat e lennegezh" ha da "skoaziañ an oberoù breizhek dellezekañ". Galleg ha brezhoneg a oa er bodadennoù.

[kemmañ] Izili

Roll izili ar Vreuriezh e 1935 Rener : Emile Ernault
Eilrenerien : Abad Ugen, Abad Gwilhevig, Abad L. Klerg Sekretour : Frañsez Vallée
Teñzorier : Adrien de Carné
Izili : Abad Yann-Vari Perrot, Abad Jezegou, Abad Mary, J. Cuillandre, Aogust Bocher, Erwan Ar Moal, Joseph Ollivier, Meven Mordiern, Roparz Hemon. Adizili : Abeozen, Abad Ar Gov Douarnenez , Abad Bozeg, P Caurel.

E 1938, goude marv Ernault, e voe anvet Vallée da rener, ha Roparz Hemon da sekretour. An enskrivadur diwezhañ a voe graet war ar c'haier-se, a zo d'ar 14 a viz Genver 1939, da lavarout eo e oa tost ar brezel : ne zreistvevas ket ar Vreuriezh d'an darvoud-se. Daou vloaz war-lerc'h e vo sinet Emglev miz Gouere 1941 war atiz Roparz Hemon e-unan, tra ma oa klanv F. Vallée.

"War-raok bepred, a-stroll, gant reizh 'vit mad an holl." (Lavar-stur ar Vreuriezh veur)


aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -