Akademiezh
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Taolenn |
[kemmañ] Prederouriezh an Henamzer
Orin ar ger eo anv ur skol, bet digoret gant Platon, e-pad ar pevare kantved kent Jesuz-Krist en Aten. Serret e oa bet gant Justinian e 529, deiziad kemeret evel penn diwezhañ an Henamzer alies.
[kemmañ] Amzer Vodern
E 1563 e voe bet krouet Akademiezh an tresañ e Firenze gant Giorgio Vasari.
Abaoe an XVIIvet kantved e vez anvet ur skol uhel e-mod-se, pa'z eus ur gefridi gulturel ganti : da skwer an Akademi Frañs, krouet gant Richelieu.
[kemmañ] Dre vras
- Ur gevredigezh a dud desket mat, gouiziek, skiantourien, tud awenet pe arzourien, tud anavezet evit bezañ uhelloc'h o freder eget ar re all d'an nebeutañ.
- Doare an Akademiezh zo un doare da livañ ijinet dindan levezon Akademiezhoù ha skolioù-meur Europa.