Joseph Ollivier
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ur surjian-dentour hag ur c'heltiegour e oa Joseph Ollivier, ganet e Benac'h e 1878 ha marvet e Landerne e 1946.
Embann a reas ur c'hatalog kanaouennoù war folennoù nij e anv Catalogue bibliographique de la chanson populaire bretonne sur feuilles volantes e ti Le Goaziou (Kemper) e 1942 (raklavar gant Pêr ar Rouz ha digoradur gant Charles Chassé).
Embann a reas un dibab eus barzhonegoù brezhonek Fañch an Uhel en ul levr anvet Ma C'horn-Bro e 1943. E dibenn al levr-se ez eus ur roll eus an holl varzhonegoù brezhonek eus ar barzh, ur 120 bennak zo anezho.
Sevel a reas war-dro 1930 ur renabl eus dornskridoù Fañch an Uhel miret dindan an teskanv Ms. 963 e Levraoueg-Kêr Roazhon, a voe embannet dindan gant titl Les contes de Luzel e ti Hor yezh e 1995, ISBN 2-910699-11-0 (raklavar gant Pêr Denez).