Basel
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Basel (Basel en alamaneg, Bâle e galleg, Basilea e spagnoleg/italianeg/romañcheg) zo ur gêr eus Suis, an trede kêr vrasañ goude Zürich ha Geneva. War-dro 160 000 a annezidi zo, ha mont a ra Basel, asambles gant kêrioù Riehen ha Bettingen da ober an hanter-kanton Basel Kêr. Emañ Basel war ribl ar stêr Roen, tost da harzoù Frañs hag Alamagn.