See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Arguzenn (yezhoniezh) - Wikipedia

Arguzenn (yezhoniezh)

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Er yezhoniezh e vez implijet an termen kevreadurezhel arguzenn pe arguzenn ar veb (saoz.: (verb) argument) evit komz eus ur frazenn hag a diskwel bezañ liammet ouzh ar verb en ul lavarenn.

Peurliesañ ec'h eo ar rener hag ar renadenn dra arguzennoù ar verb, ma vez graet oute arguzennoù kraoñellek (saoz. core arguments).

Graet e vez arguzennoù beskellek (saoz. oblique arguments pe complements) eus an arguzennoù nann-kraoñellek (saoz. non-core), peurliesañ frazennoù adelfennek (saoz. adpositional phrases) o resisaat ur prantad (d.s. "evit beure"), ul lec'h (d.s. "er gêr") pe resever un ober (ds. "eviti").

E brezhoneg eo bet graet gant an termen "renadenn" evit complement, levezonet gant ar fed ma vez graet e galleg gant "complément d'object directe" (saoz. direct object; "Renadenn eeun") ha "complément d'object indirecte" (saoz. indirect object; "Renadenn dieeun") met anat eo eo direizh an termen-se rak kevatal e ranker bezañ d'un arguzenn nann-kraoñellek ha koulskoude e ra dave an termen "renadenn eeun" d'un arguzenn kraoñellek.

Implij an arguzennoù a c'hell bet ret pe diret: ret eo an arguzennoù kraoñellek ha diret ar re nann-kraoñellek.

P'en devez ur verb un arguzenn graoñellek nemetken (da lâret eo, ar rener) e vez graet amtranzitivel (saoz. intrasitive) anezhañ; p'en devez div e vez graet tranzitivel pe unandranzitivel" anezhañ, o vezañ m'eo an eil arguzenn ur renadenn eeun. P'en devez ur verb teir arguzenn (da lâret, div arguzenn ouzhpenn ar rener), evel e brezhoneg "reiñ", e vez graet daoudranzitivel anezhañ, o vezañ m'eo an trede arguzenn ur renadenn dieeun. $Valency (saoz. valency) a vez graet eus niver a arguzennoù pep verb.

An arguzennoù kraoñellek a c'hell bezañ argaset, ouzhpennet pe kemmet-digemmet e meur a doare dre lakaat e pleustr $operations yezhadurel evel an tuioù, da skouer an tu gouzañv, hag all.

Gant pep yezh er bed e vez implijet troadoù (ds. al latin) pe rannoùigoù (d.s ar brezhoneg "a/e") ha/pe urzh ar frazenn (d.s. ar saozneg) evit merkañ rol pep arguzenn er frazenn, daoust ha ma ranker o c'hompren dre dielfennañ ar c'henarroud ivez e meur a yezh evel ar sinaeg pe ar japaneg.

[kemmañ] Arguzennoù semantikel

Ouzhpenn an arguzennoù kevreadurezhel deskrivet betek-hen e c'hell ur verb kaout arguzennoù semantikel ha ne glotont ket dre ret gant ar re gevreadurezhel.

E-touez an arguzennoù semantikel aliesañ e kaver ar graer hag ar gouzañver met kavet e vez arguzennoù semantikel all ivez.

E lavarennoù gwirion ne deu war wel nemet an arguzennoù semantikel ha rankout a ra bezañ an arguzennoù kevreadurezhel dre dielfennañ ster al lavarenn ha kemmañ a ra a yezh da yezh evit a sell ouzh peseurt arguzennoù semantikel a rank dont war wel dre ret evel arguzennoù kevreadurezhel. Setu un nebeud skouerioù:

E saozneg, ar verb put ("lakaat") a rank bezañ implijet gantañ teir arguzenn gevreadurezhel, da lâret eo ur rener, ur renadenn dra hag un elfenn lec'hian. Teir arguzenn semantikel en deus ar veb-mañ ivez: graer, tem ha pal, da skouer:

He put the book in the box

("Eñ a lakaas al levr er voest")

E japaneg, avat en deus ar verb 置く (oku; "lakaat") an hevelep arguzennoù semantikel (graer, tem ha pal) met disheñvel diouzh ar verb heñvelster saoznek eo arguzennoù kevreadurezhel ar verb japanek-mañ, ha gallout a reer e japaneg:

Kare ga hon o oita

(*He put the book; "eñ a lakaas al levr").

N'eo ket honnezh ur frazenn reizh hervez yezhadur ar saozneg dre ma vank dezhi an trede arguzenn gevreadurezhel ret, da lâret eo an arguzenn lec'hiañ.

Peurliesañ e c'hell an darn vrasañ eus yezhoù ar bed ober gant lavaraennoù ampresonel ivez m'en devez ar verb arguzenn gevreadurezhel, da skouer e portugaleg "chove" ("glav a ra"). Yezhoù all avat, en o zouez ar saozneg, a rank ober gant un arguzenn d'an nebeutañ atav, zoken ma'c'h eo anezhañ ur "rener faos" (saoz. dummy subject), da skouer "it rains" ("eñ/hi a ra glav a ra"). Tennañ a ra ar fed-mañ d'ur perzh yezhadurel anvet "amraganvelezh" (saoz. pro-drop)

Dre kemmañ an tu yezadurel, da skouer mont eus an tu ober d'an tu gouzañv, e c'hell bezañ kemmet ivez $valency an arguzennoù kevreadurezhel pe eilpennet e c'hell bezañ an arguzennoù kevreadurezhel an eil gant eben, daosut ha ma van digemm atav an arguzennoù semantikel. Da skouer:

Hi a lennas ul levr
Ul levr a oa bet lennet ganti

Ken en eil frazenn hag en eben ec'h eo kevatal an div arguzenn semantikel, da lâret eo ar graer ("hi") hag ar gouzañver ("ul levr"). Disheñvel eo pep o arguzennoù kevreadurezhel avat: rener ("hi") ha renadenn eeun ("ul levr") er frazenn gentañ ha rener ("ul levr") ha renadenn graer (saoz. agentive complement) diret en eil frazenn ("ganti").

[kemmañ] Gwelit ivez


aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -