Angelo Bronzino
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Angelo Bronzino, pe Agnolo Bronzino, a oa lesanv Agnolo di Cosimo (17 a viz Du 1502 - 23 a viz Du 1572) a oa ul livour italian, ganet ha marvet e Firenze, hag unan eus poltredourien veur ar XVIvet kantved, hag ur skouer eus ar Mannerismo en arz relijiel.
Diskibl e voe da Raffaellino del Garbo, ha da b-Pontormo goude, (gantañ e voe advabet), da Girolamo Genga a levezonas e zoare.
Dont a rae e lesanv eus liv teñval e groc'hen.
Kerc'het e oa bet gant Cosimo I de' Medici e 1539 evit kinklañ e eured gant Eleonora di Toledo, merc'h bezroue Naplez. Da-heul se e voe livour ofisiel lez an dug.
Eontr e oa da Alessandro Allori, a voe diskibl dezhañ, hag a sine ivez Bronzino a-wechoù. En e di e varvas p'edo en e 70 vloaz.
[kemmañ] Listenn e oberennoù en Ofisoù Firenze
[kemmañ] Gwelout e oberennoù
- Un tregont taolenn diwar e zorn e-barzh Mirdi brezhonek Angelo Bronzino.