Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ront eo ar vogalennoù a-zehoù e pep par
Unan eus ar vogalennoù a gentañ renk eo ar vogalenn serr-etre a-dreñv ront treuzskrivet [o] hervez reolennoù al lizherenneg fonetikel etrebroadel, ganti an niverenn dave 307.
A-wezhoù e vez kavet ar vogalenn [o] evel ur fonem disheñvel diouzh [ɔ] evel e galizeg "el colle" ([ɔ]; "kemer a ra eñ") kv. "colle ti" ([o]; "kemer te") hag a-wezhoù e vez kavet koulz /ɔ/ hag /o/ evel alofonennoù an arc'hfonem |O| evel e brezhoneg "loked" (['lokɛt]: berr) kv. "logod" (['lɔ:gɔt]: hir).
[kemmañ] Vogalenn etre a-dreñv ront
E meur a yezh, en o zouez ar japaneg, ar soazneg unvan (R.U.), ar spagnoleg, ar c'horeaneg hag an turkeg, e kaver ur vogalenn etre a-raok disheñvel-mik koulz diouzh ar vogalenn serr-etre a-raok plaen [o] hag diouzh ar vogalenn digor-etre a-raok plaen [ɔ]. Neaozh, dre ma n'anavezer yezh ebet ma vez enebiet ganti an teir vogalenn-se war un dro n'eus arouezenn ispisial ebet evit treuzskrivañ ar vogalenn etre-se ha peurliesañ e reer gant an arouezenn [o] hepmuiken pe c'hoazh mar bez ezhom gant ar sin diakritek ispisial a dalvez da verkañ ar fed m'emañ produet ur vogalenn izeloc'h evit boaz, da skouer [o̞̞].
Amañ eo bet graet war-eeun gant an arouezenn [o] kentoc'h evit [o̞̞̞] evit eeunaat an treuzskrivadurioù:
Yezh |
Ger |
LFE |
Ster |
|
Kroateg |
kolodvor |
[kolodvoːr] |
'porzh-houarn' |
Finneg |
koloon |
[ˈkoloːn] |
'd'an toull' |
Gresianeg |
ωκεανός |
[oˌceaˈnos̠] |
'meurvor' |
Japaneg |
日本 |
[nʲipːõɴ] |
'Japan' |
Roumaneg |
copil |
[koˈpil] |
'bugel' |
Ruseg |
сухой |
[sʊˈxoj] |
'sec'h' |
Spagnoleg |
todo |
[ˈt̪oðo] |
'holl' |
Turkeg |
kol |
[koɫ] |
'brec'h' |
Ukraineg |
поїзд |
[ˈpojizd] |
'tren' |
[kemmañ] Gwelit ivez: