Alofonenn
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Er yezhoniezh e vez implijet an termen alofonenn (saoz.: allophone) war dachenn ar fonologiezh evit komz eus meur a fonenn damheñvel o tennañ d'an hevelep fonem, da lâret eo doareoù distagañ resis ur fonem hervez doare-komz pep hini, ur rannyezh pe c'hoazh hervez kenarroud fonetikel ha framm morfologel ha/pe fonologel ur fonem.
Graet e vez an diforc'h etre daou doare alofonenn disheñvel o mont-en-dro:
- Alofonennoù klokaus(saoz. complementary allophones): implijet e vez un alofonennoù resis hervez ar c'hennarroud fonetikel ha/pe hervez ar framm morfologel ha fonologel, da skouer e saozneg:
- Fonem: /p/
- > Alofonenn dre c'hwezhañ [pʰ] e penn-kentañ ur ger:
- > Alofonenn amdarzh [p̚] e diwezh ur ger
- Alofonennoù diliamm (saoz. free variants): doareoù distagañ disheñvel hervez boazioù-komz hiniennel pe lec'hel na dennont ket da framm ar yezh ha na dalvezont ket da lakaat kemmoù etre gerioù gante ur ster disheñvel, da skouer e brezhoneg ar fed ma vez distaget ar fonem /r/ > [ɹ], [r] pe [ʁ].