Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ront eo ar vogalennoù a-zehoù e pep par
Unan eus ar vogalennoù a gentañ renk eo ar vogalenn serr-etre a-raok plaen treuzskrivet [e] hervez reolennoù al lizherenneg fonetikel etrebroadel, ganti an niverenn dave 302.
A-wezhoù e vez kavet ar vogalenn [e] evel ur fonem disheñvel diouzh [ɛ] evel e brezhoneg hag a-wezhoù e vez kavet koulz /e/ hag /ɛ/ evel alofonennoù an arc'hfonem |E|
[kemmañ] Vogalenn etre a-raok plaen
E meur a yezh, en o zouez ar japaneg, ar soazneg unvan (R.U.), ar spagnoleg, ar c'horeaneg hag an turkeg, e kaver ur vogalenn etre a-raok disheñvel-mik koulz diouzh ar vogalenn serr-etre a-raok plaen [e] hag diouzh ar vogalenn digor-etre a-raok plaen [ɛ]. Neaozh, dre ma n'anavezer yezh ebet ma vez enebiet ganti an teir vogalenn-se war un dro n'eus arouezenn ispisial ebet evit treuzskrivañ ar vogalenn etre-se ha peurliesañ e reer gant an arouezenn [e] hepmuiken pe c'hoazh mar bez ezhom gant ar sin diakritek ispisial a dalvez da verkañ ar fed m'emañ produet ur vogalenn izeloc'h evit boaz, da skouer [e̞].
Amañ eo bet graet war-eeun gant an arouezenn [e] kentoc'h evit [e̞] evit eeunaat an treuzskrivadurioù:
Yezh |
Ger |
LFE |
Ster |
Albaneg |
keq |
[kec] |
'fall' |
Finneg |
menen |
[me̞ne̞n] |
'mont a rin' |
Gresianeg |
φαινόμενο |
[fe̞ˈno̞me̞ˌno̞] |
'darvoud' |
Japaneg |
笑み |
[emi] |
'mousc'hoarzh' |
Koreaneg |
베개 |
[peˈɡɛ] |
'goubenner' |
Roumaneg |
|fete |
[ˈfete] |
'plac'hed' |
Serbeg |
жена/žena |
[ʒena] |
'maouez' |
Spagnoleg |
bebé |
[beˈβ̞e] |
'babig' |
Turkeg |
kel |
[kel] |
'moal' |
[kemmañ] Gwelit ivez: