Spesad
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Er vevoniezh e vez implijet an termen spesad evit unan eus ar rummadoù diazez a reer ganto evit sevel renkadurezh ar bevien. Termenet e vez ar spesadoù evel strolladoù ar vevien (plant ha loened) a c'hell gouennañ etrezo ha genel distaoladennoù distag ha strujus. Graet e vez al labour rummata gant daou seurt bevoniourien, al loenoniourien hag ar louzawourien (ar re-se evit rummata ar plant.
Dre vras e talvez meur a anv boutin implijet evit loened ha plant anavezet mat evit hini ar spesad (leon, ki-dour), met meur a spesad a ya dindan ar skrev, da skouer.
Ul labour pouezus eo klask peseurt spesadoù distag a c'heller kavout daoust d'an heñvelidigezhioù. Meur a wech e vez kavet daou spesad pa veze kredet e oant unan hepken. Pa vez divizet ez eus ur spesad en e unan e vez savet un anv daoudel, da lavaret eo anv latin ar genad heuliet gant anv latin ar spesad. An daou anv a zo anv skiantel ar bevien.
[kemmañ] Niveroù ar spesadoù
E 2004 e oa bet kinniget niveriñ spesadoù ar vevien er mod-se : [1]
- 287 655 plant, enno :
- 15 000 man
- 13 025 raden
- 980 noazhadeg
- 199,350 divhaddelienneg
- 59 300 unhaddelienneg
- 74 000-120 000 foue[1];
- 10 000 kevni
- 1 250 000 loen, enno :
- 1 190 200 divellkeineg :
- 58,808 mellkeineg :
Koulskoude e kred meur a vevoniour eo kalz uheloc'h niver ar spesadoù a ya da vezañ renket e-barzh genadoù zo :