Bakteri
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar bakteri (Bacteria) zo bevedegoù bev unkellik prokariot, n'o deus ket a nukleüs nag a organelloù. Ar pep brasañ eus ar bakteri o deus ur speurenn kellig glukidek, ar peptidoglikan. Un nebeud mikrometr hirder eo ar bakteri ha stummoù disheñvel a c'hallont kaout : stumm ur sferenn (klorenn), ur stumm hir pe e stumm bazhoùigoù (bazhell), stumm ur gildroenn. Graet e vez bakteriologiezh eus studi ar bakteri, anezhi ur rann eus ar vikrobiologiezh.
Gallout a reer kavout bakteri e kement seurt metoù zo war an Douar : en douar, en dour dous pe sal pe meizh, en aer, en islonkoù ar morioù, e pluskenn an Douar, war kroc'hen hag e-barzh bouzelloù ar vevien. Daou-ugent milion bakteri zo en ur gramm douar hag ur milion en ur mililitrad dour. Pemp gwezh 1030 bakteri a vefe en holl er bed[1]. Ar bakteri o deus ur roll a-bouez bras e kelc'hiadoù biogeokimiek evel kelc'hiad ar c'harbon hag evit stabilaat an azot an aergelc'h.
Evit pezh a sell ouzh Mab-Den, jedet eo bet e oa 1012 bakterienn o vevañ war kroc'hen pep den, 1010 a vev er genoù ha 1014 er bouzelloù, e doare ma'z eus dek gwezh muioc'h a gelligoù bakteri evit a gelligoù den e korf an dud[2]. Dinoazh pe mat evit ar c'horf eo ar pep brasañ eus ar bakteri-se. Bout a ra koulskoude meur a spesad noazhus a zegas kalz kleñvedoù evel ar c'holera, an naplezenn, ar vosenn, ar serk, an dorzhellegezh. Bakteri zo a c'hall degas kudennoù analat pe treizhañ ha lod all a laka ar goulioù da vinimañ. gallout a reer ober war-dro ar binimadurioù degaset gant ar bakteri a-drugarez d'an antibiotikoù a harzh ouzh o organeg a vevañ. Ar penisilin da skouer a laka kenaoz speurenn ar c'helligoù bakteri da baouez.
Talvoudus-kenañ e c'hall bezañ ar bakteri pa naetaer an dourioù uzet, er gounezvouederezh, evit produiñ yaourt pe fourmaj da skouer, hag evit produerezh greantel ur bern kenaozadoù kimiek.
[kemmañ] Références
- ↑ Whitman W, Coleman D, Wiebe W (1998). "Prokaryotes: the unseen majority". Proc Natl Acad Sci U S A 95 (12): 6578 – 83.
- ↑ Textbook of Bacteriology : ar bakteri a gaver en dud
[kemmañ] Levrlennadur
- Madigan, M. T., Martinko, J. M. Brock Biology of Microorganisms, 11th Ed. Pearson Prentice Hall, Upper Saddle River, NJ, 2005.
- Perry J., Staley J., Lory S. Microbiologie. Editions Dunod, 2004.
- Prescott, L.M., Harley, J.P. Klein, D.A., Microbiologie 2e édition DeBoeck eds, 2003.
- Singleton P. Bactériologie : Pour la médecine, la biologie et les biotechnologies. Cours, 6e édition, Dunod, 2005.