Israel
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
|
|||||||
Kan broadel | התקווה (HaTikva) | ||||||
Yezhoù ofisiel pe kenofisiel | Hebraeg, arabeg | ||||||
Kêr-benn | Jeruzalem (hervez Stad Israel); Tel Aviv (hervez ABU)¹ | ||||||
Gorread -En holl -% dour |
20 991 km² 2% |
||||||
Poblañs -Hollad -Stankder ar boblañs |
6 955 000 (2005) 331/km² |
||||||
Prezidant | Shimon Peres | ||||||
Kentañ ministr | Ehud Olmert e-lec'h Ariel Sharon | ||||||
Gouel broadel | 14 a viz Mae | ||||||
Moneiz | Shekel (₪) | ||||||
Kod pellgomz | 972 | ||||||
Kod war ar Genrouedad | .il |
Israel zo ur Stad eus ar Reter-nesañ bevennet gant ar Mor Kreizdouar. En em ginnig a ra evel Stad ar bobl yuzev, anezhi hêrez ar “Israel” viblek. An hebraeg eo he yezh (an arabeg a zo yezh ofisiel ivez). Un demokratelezh kannadel eo.
Abaoe m’eo bet krouet e 1948 ez eus bet disklêriet meur a vrezel etrezi hag ar broioù arab amezek.
Taolenn |
[kemmañ] Istor
War-dro 1200 a-raok J.-K e voe skrivet an anv Israel war maen-koun Merenptah evit ar wech kentañ.
Abaoe m’eo bet savet steuñv rannañ Palestina e 1947 gant ar Broadoù-Unanet ez eus bet meur a vrezel etre an Israeliz hag an Arabed ha meur a feur-emglev zo bet sinet ganto. Rak-se eo bet cheñchet harzoù ar vro meur a wech.
Pouezus-kenañ eo bet disentezioù zo eus ar Broadoù-Unanet evit Israel, en o mesk an Disentez 242 (1967) a voe kinniget d’an 22 a viz Kerzu 1967 hag an Disentez 338 (1973) a voe kinniget d’an 22 a viz Here 1973 gant ar C’huzul surentez evit lakaat ehan d’ar brezelioù a oa savet etre an Israeliz hag an Arabed.
A-douez ar broioù arab eo anavezet Stad Israel gant Egipt, Jordania, Maouritania hag Aotrouniezh Palestina hogen n’eo ket anavezet gant ar broioù arab all. Anavezet eo evel ur vro sionist gant Siria hag Iran. An darn vrasañ eus ar broioù muzulman, a-hend-all, o devez darempredoù diplomatel gant Israel. En o zouez, Albania, Turkia, Azerbaidjan hag ar broioù eus kreiz Azia a oa bet gwechall en Unaniezh Soviedel).
[kemmañ] Politikerezh
[kemmañ] Armerzh
[kemmañ] Douaroniezh
Israel zo stok-ha-stok ouzh Liban en norzh, ouzh Siria er biz, ouzh Sisjordania ha Jordania er reter, ouzh Egipt hag ouzh Gaza er mervent. A-hend-all eo lec’hiet ar vro e-kichenik ar Mor Kreizdouar er c'hornôg hag e-kichenik pleg-mor Aqaba er su.
[kemmañ] Douaroniezh politikel
Luziet-kenañ e teu an traoù da vezañ pa vez graet anv eus harzoù Israel. Kemmet eo bet an harzoù meur a wech abaoe m’eo bet krouet ar vro-se. Gant-se e kav broioù zo abeg en harzoù Israel. Ouzhpenn-se ez eus bet aloubet gant Israel meur a diriad ganti ha tiriadoù all zo stag outi da vat.
D’ar 15 a viz Mae 1948 eo bet degemeret Israel gant meur a Stad er bed a-bezh, en o zouez ar Stadoù-Unanet pe an URSS hervez Steuñv rannañ an ABU. Goude ar brezel israelat-hag-arab er bloaz 1948 ez eo bet kemmet an harzoù hag e-se eo bet degemeret Israel gant an ABU hag an darn vrasañ eus broioù ar c'hornôg en tiriadoù zo bet divizet an harzoù anezho hervez al linennoù arsav-brezel eus 1949. N'eo ket bet degemeret an harzoù-se gant an holl vroioù arab ha muzulman. Dicheñch eo an traoù abaoe 1949.
Meur a diriad zo bet aloubet gant Israel, koulskoude, goude ar brezelioù israelat-hag-arab. Tiriadoù zo aloubet c’hoazh gant Israel, tiriadoù all zo stag outi da vat. Gant Emglevioù a beoc’h he deus Israel adroet tiriadoù zo pe ne vez ket aloubet tiriadoù zo ken.
E miz Mezheven 1967 eo bet aloubet Sinai, Gaza, Sisjordania, Reter Jeruzalem, Golan gant Israel. Aet eo Israel kuit eus Sinai e 1982 da-heul Emglevioù Kamp David gant Egipt. Kuitaet he deus Israel Gaza e-pad an hañv e 2005.
- Aet eo Israel kuit eus Sinai e 1982 da-heul an Emglevioù Kamp David bet sinet gant Egipt.
- Aet eo Israel kuit eus Gaza e-pad an hañv 2005, ar pezh n'eo ket degemeret gant ar Broadoù-Unanet dre ma vez kontrollet an oabl, ar mor hag an harzoù gant Israel c'hoazh. Evit gouzout hiroc’h e c’haller mont war al lec’hienn Gerouedad [1] (gallout a reer enskrivañ evit netra). Mat eo gouzout n’he deus an tiriad-se statud etrebroadel ebet hiziv an deiz.
- Aloubet eo Sisjordania a-bezh, war-bouez an takadoù emren palestinian hag an tiriadoù bet kuitaet gant Israel e-pad an hañv 2005.
- Golan, kerkoulz hag atantoù Chebaa, zo bet staget ouzh Israel e 1981. Rendael zo etre tud zo a-zivout an atantoù-se. Evit gwir, lod eus an dud a soñj dezho emañ Siria perc’henn warno, lod all a soñj dezho emañ Liban perc’henn warno.
Liban zo bet aloubet gant Israel etre 1982 ha 2000, da-heul an Oberiadenn Peoc’h e Galilea. Evit an dud a soñj dezho eo perc’henn Liban war atantoù Sheeba ez eo aloubet tiriadoù Liban gant Israel c’hoazh.
[kemmañ] Poblañs
7 026 000 a dud a ra o annez en Israel (da-geñver niveradeg miz Mae 2006), en o zouez 76 % a Yuzevien, (5 300 000 a dud) hag 20 % a Arabed israeliz (muzulmaned an darn vrasañ anezho dreist-holl, met un niver bihan a gristenien zo ivez). 306 000 a enbroidi zo bet enrollet ivez gant Ministrerezh an Diabarzh evel tud ha n'int ket yuzevien, eleze 4 % eus poblañs Israel. N’eo ket bet dalc’het kont en niveradeg-se eus niver an estrenien zo o chom en Israel met war-dro 150 000 e vefent.
Kresket eo poblañs Israel eus 118 000 annezad dindan vloaz, gant 138 000 bugel ganet en Israel e-pad ar prantad-se.
22 500 a enbroidi nevez a oa en em gavet en Israel e 2005, e-skoaz 22 000 er bloavezh a-raok. En o zouez e oa 9 300 den deuet eus URSS kozh, 3 700 den eus Etiopia, 3 000 den eus Frañs ha 2 600 den eus ar Stadoù-Unanet.
Israel eo ar vro nemeti ma'z eo Yuzevien an darn vrasañ eus an dud zo o chom enni. A orin eus pevar c’horn ar bed eo Yuzevien Israel : diforc’hiñ a reer ar « sabraed » (tud ganet en Israel, zo deuet o zud da chom da Israel nevez zo pe tud zo o familh o chom e Palestinia abaoe meur a gantved) diouzh an dud enbroet nevez zo hag o deus graet o « aliyah », da lavaret eo tud war an distro : an darn vrasañ anezho a zeu eus URSS kozh met ivez eus Frañs, ar Stadoù-Unanet, Arc’hantina, h.a.).
Druzed ha Sirkasinaed zo o chom en Israel ivez. Rankout a reont ober o c’hoñje. Er c’hontrol, ne rank ket an Arabed israeliz en ober met niverus eo ar Vedouined a ra o servij soudard a-fetepañs e arme Israel. Arabed israeliz hag ivez Muzulmaned zo izili eus an arme-se.
Dasparzh poblañs Israel : 45 % eus tud Israel zo o chom er c’hêrioù en tu-hont da 100 000 a annezidi.
[kemmañ] Ar c'hêrioù
5 kêr en tu-hont da 200 000 a annezidi zo en Israel : Jeruzalem, Tel Aviv, Haifa, Rishon LeZion ha Ashdod. Ur c'hard eus tud ar vro zo o chom er c'hêrioù-se.
Jeruzalem eo ar gêr gentañ eus Israel. 718 900 den zo o chom enni. E 1948 ne oant nemet 84 000 annezad.
Pa embannas Ben Gourion dizalc'hiezh Israel e oa 248 500 den o chom e Tel Aviv (30 % eus ar boblañs). Brasañ kêr Israel e oa. 378 800 den, eleze 5 % eus poblañs Israel, zo o chom enni hiziv an deiz.
Haifa eo an trede kêr eus ar vro. 267 700 den zo o chom enni hiziv, e-skoaz 98 600 e 1948.
14 kêr eus Israel zo en tu-hont da 100 000 den hag a zo oc’h ober o annez enno. En trowardroioù da Del Aviv emañ an darn vrasañ anezho.
Richon LeTsion eo ar pevare kêr eus eus ar vro. Ouzhpenn 219 800 den a ra o annez enni. 11 000 den a oa chom enni nemetken pa oa bet krouet Stad Israel.
581 000 den zo o chom war ar maez en Israel a-bezh, eleze 8 % eus poblañs ar vro%).
118 000 den zo o chom er c’hiboutzim, eleze 2 % eus ar boblañs. Ne oa nemet 6 % eus Israeliz a oa o chom war ar maez e 1948.
[kemmañ] Sevenadur
Patrom:Gwerenn-greskiñ
Deiziadoù | Anv brezhonek | Anv hebraek | Deizioù gouel hervez an deiziadur gregorian |
---|---|---|---|
1 Tishri | Bloaz Nevez | Rosh Hashana | etre ar 6 a viz Gwengolo hag ar 5 a viz Here |
10 Tishri | Devezh ar Pardon Bras | Yom Kippour | etre ar 15 a viz Gwengolo hag ar 14 a viz Here |
15 Tishri | Gouel al Lochoù | Soukkot | etre an 20 a viz Gwengolo hag an 19 a viz Here |
22 Tishri | Bodadeg an eizhvet devezh | Chemini Atseret
Etre ar 27 a viz Gwengolo hag ar 26 a viz Here |
|
15 Nissan | Ar Pask | Pessac'h | etre ar 27 a viz Meurzh hag ar 25 a viz Ebrel |
21 Nissan | Ar Pask | Pessac'h | etre an 2 a viz Ebrel hag ar 1añ a viz Mae |
5 Iyar | Devezh an Dizalc’hiezh | Yom Ha'atzmaout | Etre ar 16 a viz Ebrel hag ar 15 a viz Mae |
6 Sivan | Gouel ar sizhunioù | Chavouot | etre ar 16 a viz Mae hag ar 14 a viz Mezheven |
25 Kislev | Gouel ar gouleier | Hanoukka | etre ar 27 a viz Du hag ar 27 a viz Kerzu |
[kemmañ] Kazetennoù
- Haaretz, pemdeziek eus an tu kleiz
- Maariv, pemdeziek poblek
- Yediot Aharonot, pemdeziek poblek tennet a-vras
- Israeli, pemdeziek kentañ digoust
- Jerusalem Post, pemdeziek saoznek eus an tu dehou
- Hazofe, pemzediek relijiel sionist
- Globes, pemdeziek a denn d’an armerzh
[kemmañ] Notennoù ha daveennoù
- ↑ Lenn ar pennad-skrid saozneg e Wikipedia : (en) Foreign relations of Israel
[kemmañ] Gwelet ivez
[kemmañ] Liammoù diavaez
- Lec’hienn web ofisiel Gouarnamant Israel
- Un istor tematek ha kronologel eus Stad Israel war Histoire des Juifs.com
- Ajañs-kelaouiñ gallek en Israel
- Haaretz, pemdeziek eus an tu kleiz frankizour, a vez keñveriet alies gant ar gazetenn Le Monde
- Israel HighTech-MAG: daily technology news about Israel
- ynet news, ar gazetenn vrasañ enlinenn eus Israel (e saozneg)
- Israel Valley, Lec’hienn diwar-benn armerzh Israel (e galleg)
- Aozioù buhez ar merc’hed en Israel
Afghanistan • Arabia Saoudat • Armenia2 • Azerbaidjan1 • Bahrein • Bangladesh • Bhoutan • Brunei • Egipt3 • Emirelezhioù Arab Unanet • Filipinez • India • Indonezia5 • Iran • Iraq • Israel • Japan • Jordania • Jorjia1 • Kambodja • Kazac'hstan1 • Kiprenez2 • Kirgizstan • Korea an Norzh • Korea ar Su • Koweit • Laos • Liban • Malaysia • Maldivez • Mongolia • Myanmar • Nepal • Oman • Ouzbekistan • Pakistan • Katar • Rusia1 • Republik Pobl Sina • Republik Sina (Taiwan) • Singapour • Siria • Sri Lanka • Tadjikistan • Thailand • Timor ar Reter4 • Turkia1 • Turkmenistan • Viêt Nam • Yemen
Stadoù ha n'int ket anavezet: Nagorno-Karabac'h2 • Tamil Eelam
Tiriadoù gant ur statud ispisial: Hong Kong • Makao • Palestina
1. En Europa evit un darn. 2. En Azia e-keñver douaroniezh met a vez sellet outi evel un tamm eus Europa evit abegoù istorel ha sevenadurel. 3. En Afrika evit ar braz. 4. Lakaet a-wechoù en Oseania. 5. En Oseania evit un darn.